Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
Distro ar bleiz e Breizh, ur dra vat ? - 13 Munud e Breizh
Perak 'vez graet kement a reuz evit distro ar bleiz er vro ?
Par Florent Grouin pour BREZHOWEB le 28/03/23 12:34
Distro ar bleiz e Breizh - 13 Munud e Breizh : Lakaet eo bet ar gaoz war ar bleiz gant un arbennigour, ur saverez chatal hag ur medisin loened.
Réalisation : Brezhoweb (1218 vues)
57278_1.png
"Harz ar bleiz !" Setu petra a veze lâret pa veze gwelet ur bleiz gwechall-gozh... Hag a-benn nebeut en-dro ?

Setu ouzhpenn 100 vloaz 'zo eo bet lazhet bleiz diwezhañ Breizh.

Hag e miz Mae 2022 eo bet filmet ur bleiz e Berrien, goude bezañ kavet roudoù.

Distroet eo al loen-se ha tout ar vrud tro-dro dezhañ.

Met daoust hag-eñ eo un dra ken fall a se pe ar c'hontrel, un dra vat evit an natur hag ar vro ?

Setu petra 'zo bet klasket gant Dewi evit an 13 munud-mañ !

4/13 Munud, un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.

0  0  
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
[ Gwelout pennadoù all BREZHOWEB]
Vos 2 commentaires
Naon-e-dad Le Mardi 28 mars 2023 16:36
Soñj mat m'eus eus va mamm o lâred en doa-hi kleved an dud o huchal mode-se: "Ar bleiz! Ar bleiz!", er maezioù pe tro-dro d'an ti-feurm, e dibenn ar bloavezhioù 1920, e Kreiz-Breizh.
.
Setu. Hervez an testeni-se, nebeutoc'hig evit ur c'hanved zo n'e oa ket echuet da vat gant ar Bleizi e Breizh.
(0) 
Anne Merrien Le Mardi 28 mars 2023 20:34
A-raok 2022 e oa bet gwelet ur bleiz e Breizh : e Bro-Naoned !
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 5) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons