Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Distro Ai'ta, poent eo dont ganimp !
HA FELL 'RA DEOC'H EZ AFE HOR YEZH WAR-RAOK ER VUHEZ FORAN ? Poent eo kregiñ ganti neuze ! Kinnig a ra Ai'ta ! un toullad emvodoù-kinnig dre gorn-bro : - e
Collectif Par Ai'ta ! Kreiz Breizh le 6/10/12 17:49

HA FELL 'RA DEOC'H EZ AFE HOR YEZH WAR-RAOK ER VUHEZ FORAN ?

Poent eo kregiñ ganti neuze ! Kinnig a ra Ai'ta ! un toullad "emvodoù-kinnig" dre gorn-bro :

- e Brest, d'ar meurzh 9 a viz Here, da 7 eur 30 noz, e ti Sked

- e Roazhon, d'ar merc'her 10 a viz Here, da 8 eur noz, en davarn "La cour des miracles" (18, straed Penhoet)

- e Gwengamp, d'ar gwener 12 a viz Here, da 7 eur 30 noz, en davarn "La Glycine" (war-vord an Trev)

- e Montroulez, d'ar meurzh 16 a viz Here, da 8 eur noz, e tavarn "An ti kozh"

- hag en Oriant dizale ivez ...

Un digarez deus ar c'hentañ evit ober gwelloc'h anaoudegezh ganimp... digor eo d'an holl evel-just, kozh ha yaouank, brezhonegerien pe pas !

A-drugarez d'un toullad filmouigoù e vo kinniget Ai'ta ! d'ar re n'anavezont ket ac'hanomp gwall vat, ha respontet d'ar goulennoù a vefe.

An dud a fell dezhe a c'hallo chom goude-se d'un emvodig evit dibab un oberenn gentañ da gas da benn e pep hini deus al lec'hioù-se.

Titouroù : ai.ta.breizh [at] gmail.com

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 9 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons