Put your name here

Communiqué de presse

Distro Ai'ta ! : oberenn "divyezhekaat" ur bus a dolpad kêrioù Gwened

Un oberenn arouezel “brezhonekaat” ur bus ag ar rouedad tolpas kêrioù Gwened zo bet aozet get kevrenn Ai’ta ! Bro Gwened. Sinet e oa bet ar garta « Ya d’ar

Communiqué de presse

Publié le 15/09/13 20:25 -- mis à jour le // :

Un oberenn arouezel “brezhonekaat” ur bus ag ar rouedad tolpas kêrioù Gwened zo bet aozet get kevrenn Ai'ta ! Bro Gwened. Sinet e oa bet ar garta « Ya d'ar brezhoneg » a-benn broudiñ impli ar brezhoneg er vuhez foran get ofis publik ar brezhoneg e Miz Gwenholo 2010.

7 obererezh a oa rakwelet a-benn tapout live 1 ar garta (4 live zo enni) e-kerzh 2 vlezad. Met goude 3 blez n'eo ket bet graet kazi netra…

Gwashañ tra eo bet kemeret divizoù get kumuniezh tolpad kêrioù Gwened a-enep d'ar brezhoneg. E dibenn 2012 eo bet nac'het ur skozell argant dister evit ur vagouri e brezhoneg « Babigoù Breizh » (preniñ un nebeut plasoù a-benn digoriñ un eil vagouri divyezhek e Gwened) get rener e-karg ar sevenadur hag e vez-prezidant.

E Miz Gwenholo 2012 e oa bet adkempennet rouedad busoù (unan ag he barregezhioù kentañ an aglo..) dre ijiniñ ur panellerezh nevez disoñjet ar paourkaezh brezhoneg get an tolpad kêrioù …( Daoust e oa meneget en emgalev e vehe savet ur panellerezh divyezhek bep tro ma vehe lakaet re nevez..)

Kaset eo da benn un oberenn arouezel : divyezhekaat ur bus nevez-flamm ag ar remziad nevez get sistemoù gwelet ha klevet arsavoù-bus .

3 blez goude bet sinet ar garta « Ya d'ar brezhoneg eo bet « lidet » get Ai'ta ! an deiz ha blez-mañ.

Dre an oberenn-se, get "an dilennadegoù ti-kêr é tostaat", hon doa c'hoant da sachiñ evezh an dud diàr komzoù ha promesoù toull ur gumuniezh tolpad kêrioù ne zouj ket he engouestloù…

Pedet hon doa Nelly Fruchard, maerez Pleskob, he doa graet e seizh gwellañ evit ma oa sinet ar garta-mañ. E-tal deomp e oa hi evit diskouez he c'hengred get hor arc'hadurioù.

mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 2 ?