

Ur bern tud a zo tremenet dre ti-post Karaez hiziv beure evit kemer perzh e votadeg Ai'ta : stourmerien an Emsav koulz ha dilennidi pe tud war ar renk evel-just,
Ur bern tud a zo tremenet dre ti-post Karaez hiziv beure evit kemer perzh e votadeg Ai'ta : stourmerien an Emsav koulz ha dilennidi pe tud war ar renk evel-just, met ivez tud dianav deus ar vro, deuet da zegas o skoazell d'ar brezhoneg.
En holl eo 128 den o deus votet, evit un disoc'h dreistordinal : 127 a-du gant ar brezhoneg er Post, hag ur bilhed nul !
Ur wech c'hoazh ne oa ket amañ renerez an ti, met komzet o deus tud Ai'ta ! gant an is-rener hag en deus prometet e vefe treuzkaset an disoc'hoù-mañ koulz hag ar goulenn emgav... Afer da heuliañ eta.
Commentaires (1)
War a hañval e vefe brezhoneg e ti-post Karaez : biskoazh gwell ! http://argedourmag-leblog.hautetfort.com/archive/2012/10/29/le-breton-a-la-poste-de-carhaix.html
Koulz ar retred a zeu evit stourmerion Ai'ta pe betra ? ;-)