D\'ar Yaou 11 a viz C\'Hwevrer 2010
An darvoud diwezhañ e kreizenn nukleel Brenniliz – 32 fustad dafar tost da skinoberiantiz a vefe bet sanailhet a-dreuz – a lak ac\'hanon da adlavarout ar pezh am boa touet e-pad un emvod publik aozet gant ar CLI (Kengor Lec\'hel Titouroù) ha renerien EDF e miz Kerzu e Lokeored.
Gwir eo e tegas an dismantrañ pinvidigezh da barrezioù ar Menez Are, dre ar postoù-labour a ya da heul, hogen arabat eo e vefe an dismantrañ-se arvarus evit ar c\'hopraerien hag an annezidi.
Abalamour d\'an darvoud-se e choman war evezh hag e rankan diwall. Adc\'houlenn a ran d\'ar CLI da adwelet e ziviz, kontrol da danvez-dilennidi \"ekologour\" zo, n\'o doa lavaret tra diwar-benn se, ha da adkregiñ gant an dismantrañ nemet pa vo trawalc\'h a surentez evit an dud koulz hag evit an endro.
Gouizieien dizalc\'h da vat a rank bezañ anvet evit gallout heuliañ labour ar c\'hopraerien bemdez e-pad an dismantrañ ha war an dachenn, ouzhpenn ar gwiriadurioù a vez graet a-benn-kaer hag an dielfennadurioù a vo ret. Evel-se nemetken eo e vo graet an dismantrañ en un doare a c\'hell bezañ degemeret. Ha ret eo gortoz gwallreuz evit oberiañ ?
Kristian Troadeg, maer Karaez, penn al listenn \"Ni ho savo Breizh\" da geñver an dilennadegoù-rannvro