Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Diskouezadeg Romuald Herve / Gizioù deus ar c'hiz
Gizioù deus ar c'hiz. Romuald Herve (paotr e stil – saver gobarioù diplomet gant Skol Esmod e Pariz – Priz Corinne Cobson 2007). Bet dañsour e Kevrenn Alre. Labouret en
Kristenn Gourves pour Kristenn Gourves le 10/07/08 3:21

Gizioù deus ar c'hiz

Romuald Herve (paotr e stil – saver gobarioù diplomet gant Skol Esmod e Pariz – Priz Corinne Cobson 2007). Bet dañsour e Kevrenn Alre. Labouret en deus evit e zastumad war mare ar pardonioù e Breizh, awenet gant taolenn Jules Breton, ha kinnig a ra deomp e sell : meskaj poellek, fin ha tarzhus : pinvidigezh ha paourentezh kichenn ha kichenn.

An huñvre dedennus, un emgav souezhus ha dic'hortoz… Laoskomp da vont, hag ijinomp ar c'hlaskerezed bara o eskemm gant penherezed penvidig, hag en tu kontrol… Galoñsoù aour hag argant, kanetilh, perlezennoù, pailhour, dantelezh, an uz, an dirog, brokard, krommidigezh, stummoù bras krommet…

Daou ahel evit an dastumad inskrivet e dem ar c'henveratañ etre daou ved oc'h enebiñ hag o teuziñ erfin en ur stumm heñvel nemetken. Feal d'e soñj e kendalc'h Romuald Hervé, gant e zastumad da heuliañ al labour memor hag emdroadur, etre hengoun ha modernelezh. Kemer a ra perzh war an dachenn el lañs evit lakaat ur sevenadur a dalvoudegezh hag a ijin, ha bev dreist holl, da vont war raok !

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons