Goude an diskouezadeg e Roazhon eo kinniget bremañ livadurioù Nadège Noisette e Ti ar Vro Kemper betek dilost a viz Du.
"A-hed ar gerioù" eo anv an diskouezadeg ha brezhoneg a weler en taolennoù. Dreist-holl e kaver en taolennoù-se traoù a-bouez e Breizh evel an natur, ar sevenadur hag an dud.
Ped taolenn zo diwar benn unan eus temoù-se ha krouet gant gerioù, livioù flamm ha danvez adaozet. "C'hoant am boa da lavarout ar pezh a blij din e Breizh hag er vuhez ha da eskemm gant tud all. Emichañs e c'hallfec'h dont niverus e Ti ar Vro Kemper. Un digor kalon a vo d'ar Gwener 21 a viz Du".
Nadège Noisette