
Diskouez a ra Joanna MacKenzie-Farmer hag Armel Ar Sec'h o livadurioù e Plourin-Montroulez, e Ti Kêr hag er Mediaoueg.
Diskouez a ra Joanna MacKenzie-Farmer hag Armel Ar Sec'h o livadurioù e Plourin-Montroulez, e Ti Kêr hag er Mediaoueg Izil Poellgor an Tarv, ar Poellgor Divyezhek Arzou Breizh (Académie Bilingue des Arts de Bretagne) emañ Armel, krouerezh ha prezidantez gentañ anezhañ, ha Joanna, hini a orin Bro-Skos, he fresidantez a-vremañ. Un tammig teñval eo harzoù livadurioù Armel, evit diskouez gwelloc'h ar sklerijenn » eme-hi, « ec'honderioù arvarus int ». E-barzh taolennoù Joanna, gwenn-kann eo ar gouloù, toueziet gant barzhoniezh ivez. E Mediaoueg Plourin e oa bet digoradur an diskouezadeg d'ar 5 a viz Du, digoret gant Itron Marylise Lebranchu, kannadez Penn-ar-Bed, Jacques Brigant, maer Plourin ha Roland Greuzat, advaer Sevenadur Plourin. Mont e-barzh digoust Ti Kêr ha Mediaoueg : Meurzh, Yaou : 13 e 30 - 18 e Gwener : 10 e - 12 e ha 13 e 30 -18 e Sadorn : 13 e 30 - 18 e Nemet devezhioù labouret Betek an 31 a viz Kerzu
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !