Dornsrid louzawouriezh Leyden  koshañ skrid brezhonek.
Dornsrid louzawouriezh Leyden koshañ skrid brezhonek.

'15 kantved emdroadur ar brezhoneg gwelet dre ar skridoù : un istor eus ar brezhoneg, adalek an indezeuropeg betek ar brezhoneg arnevez.' Diskouezadeg savet gant ar gevredighezh PREDER.

\'15 kantved emdroadur ar brezhoneg gwelet dre ar skridoù : un istor eus ar brezhoneg, adalek an indezeuropeg betek ar brezhoneg arnevez.\' Diskouezadeg savet gant ar gevredighezh PREDER.

En darn gentañ e tiskouezer nested ar brezhoneg hag ar yezhoù indezeuropek all ha da heul kerentiezh yezhoù ar skourr keltiek. Klokaet eo an trosell istorel hollek-se gant dezrann saviad pep yezh keltiek kempred. Eil darn an diskouezadeg - an hini bouezusañ - zo gouestlet da emdroadur ar brezhoneg abaoe ar Vt kantved. O vezañ m\'emañ ar yezh bepred oc\'h emdreiñ eo digor an darn diwezhañ war ziaweloù dazont ar brezhoneg. Pep tra zo skoueraet gant teulioù ha dielloù orin, kartennoù ha taolennoù.

E Ti ar Vro Kemper, betek ar 16 a viz Du. Digor eus al Lun d\'ar Gwener eus 9 betek 1eur g-m, ha deus 2 eur g-m betek 6 eur noz. D\'ar Sadorn, eus 10 eur betek kreisteiz. D\'ar Sadorn 10 a viz Du e vo digor a-hed an devezh. Strolladoù a c\'hall dont, goulennit ha kinnigit un deiziad.

Ti ar Vro Kemper : 3 plasenn Familh Gabaï (bet 6 straed Jean Jaures) e Kemper 02 98 90 70 43 www.tiarvro.org tiarvro-kemper@wanadoo.fr