Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Objedoù dizagn gant Owen Poho.
Objedoù dizagn gant Owen Poho.
Objedoù dizagn gant Owen Poho.
Objedoù dizagn gant Owen Poho.
- Exposition -
Diskouezadeg “Awen Poellgor an tarv” e Ti ar glad e Lokarn
Ur saloñs a varzhoniezh hag arzoù kaer div yezhek eo ar ziskouezadeg-mañ
Par Armel Le Sec'h pour Académie Bilingue des Arts de Bretagne le 3/11/11 23:13


Betek ar 14 a viz Du ez eus tu da welet un diskouezadeg aozet e Ti ar Glad e Lokarn gant arzourien Poellgor an tarv. Dre livadennoù, kizelladurioù, objedoù dizagn ha pezhioù arrebeuri, e fell da arzourien ar gevredigezh-mañ enoriñ glad ha sevenadur ar vro, ha diskouez pinvidigezh hor yezh.

Da vare an digoradur eo bet roet gant ur juri brezhonegerien ennañ, Priz an Heson da Nolwenn Guillou evit he zestenn brezhoneg savet diwar skrid Bram van Velde.

« An diskouezadeg-mañ, war-wel da vare Gouel an Hollsent, a ro ton da dalvoudegezh labour hon hendadoù hag o deus savet Breizh a vremañ » , a zispleg deomp Joanna MacKenzie-Farmer, presidantez ar gevredigezh. « Fellout a ra da arzourien ar strollad heñvelaat pinvidigezh an amzer dremenet ha lakaat anezhi da vont war-raok dre skeudennaouiñ bervidigezh ar vro » . 

Ezel eo ar gevredigezh eus Kuzul Sevenadurel Breizh evit a sell ouzh an arzoù neuziañ, en abeg d'ur sell nevez o souten sevenadur ar vro dre ar c'hrouiñ arzel hag implij ar yezh.  

An arzourien


– Livourien :

Jean-François Chaussepied ;

Isabelle Guillaume ;

Nolwenn Guillou ;

Théo Le Duff ;

Armel Le Sec’h ;

Jeannette Leurs ;

Joanna MacKenzie ;

Nicole Ryan ;

“Ylag” Yann Luk Ar Gall.


– Kizellerien 

Vincent Courtin ;

Fabrice Lentz.


Dizagner

Owen Poho.


Titouroù :

Awen "Poellgor an Tarv" - Ur saloñs a varzhoniezh hag arzoù neuziañ

Ti ar Glad — Lokarn


Eus an 28 a viz Here betek ar 14 a viz Du
, 14 eur – 17 eur hanter. Bemdeiz nemet al lun.


Darempred : Ti ar Glad (Maison du patrimoine), association Cicindèle, place du Centre, 22340 Locarn.

Pgz : 02 96 36 66 11 ha maison.dupatrimoine [at] wanadoo.fr

Troidigezh e brezhoneg gant Owen Poho. ABP e galleg

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons