Gwendal Weber  kadoriad Bod Kelenn
Gwendal Weber kadoriad Bod Kelenn


Da heul un emsavadeg 14 sizhunvezh da zifenn hentenn vrezhonek Skol ar Galon Sakr er Faoued, ez eus bet krouet en hañv-mañ ur gengevredigezh –hec'h anv Bod Kelenn– da vuheziñ

Da heul un emsavadeg 14 sizhunvezh da zifenn hentenn vrezhonek Skol ar Galon Sakr er Faoued, ez eus bet krouet en hañv-mañ ur gengevredigezh –hec'h anv Bod Kelenn– da vuheziñ ha da gas war-raok ar rouedad kevredigezhioù a bled gant hor yezh hag hor sevenadur e kumuniezh kumunioù Bro ar Roue Morvan.

Daou emvod a vo dizale er sizhun o tont hag un trede pelloc'h e miz Here.

-An hini kentañ, displeget amañ da heul, a vo ur vodadeg vras hag hollek evit reiñ lañs d'ar gengevredigezh er vuhez foran : d'al lun o tont 19 a viz Gwengolo 2011 da 6 eur d'abardaez er sal prezegennoù e-tal Mirdi livourien Kernev er Faoued. Pedet eo an holl dud a fell dezho harpañ hor yezh hag hon takad-bro da ziorren, koulz tud war o anv, kevredigezhioù embregerezhioù ha dilennidi.

-An eil, d'ar meurzh 20 a viz Gwengolo 2011 da 8 eur noz, er C'hroasti (er sal a-is da sal ar gouelioù — kroashent-tro Pleurdud), a bledo resisoc'h war ar goulenn da heul: penaos diorren ha micherelaat ar c'hentelioù-noz hag an obererezhioù evit an dud deuet e Bro ar Roue Morvan ? En-dro d'ar gevredigezh Bod Kelenn e vezo bodet tud e karg eus ar c'hevredigezhioù oberiant war an dachenn-se e tri c'hanton ar gumuniezh kumunioù (An Ti Glas, Kafe Bara Amonenn, Ster Brenn). Un den e karg eus D.A.O. (Deskiñ d'An Oadourien) a ginnigo moned en-dro an aozadur hag a roio ur sell hollek war ar c'helenn d'an dud deuet. Dileuriad Ofis ar brezhoneg er Mor-Bihan a vo aze a-berzh an ensavadur foran-mañ ivez. Darempredoù a zo skoulmet gant ar rouedad Mervent (diwezhatoc'hik e vezo un emgav gante) ha tro a vo d'en em soñjal war ar mod da genlabourat gante war dachenn ar c'helenn d'an dud deuet hag an deskoni eus ar yezh en holl skolioù e bro ar Roue Morvan.

Un eil poent a vo lakaet war an daol ivez: hini an tañva eus ar yezh d'an holl vugale e skolioù Bro ar Roue Morvan, ha penaos henchañ an traoù evit adlakaat ur c'helenn brezhoneg d'an holl da vont en-dro p'eo bet kollet ar staelioù mistri-skol brezhonek gopret gant an Deskadurezh Stad e tri c'hanton ar gumuniezh kumunioù.

Dilennidi eus ar vro a zo gortozet ivez da gemer perzh er prederiadennoù-se.

A galon,

Erwan Rouz evit Bod Kelenn

Documents liés