Ar Burev Emglev Kevredel Breizh, goude bezañ lennet programmoù an 11 listenn hag a zo vont war ar renk, n'eus kavet hini 'bet o respont d'he falioù : degas d'ar renerezh breton ar galloud politikel assambles gant ar binvioù arc'hantel evit zichenniñ da vat madelezh ar Bobl Vreton.

Ar Burev Emglev Kevredel Breizh, goude bezañ lennet programmoù an 11 listenn hag a zo vont war ar renk, n'eus kavet hini 'bet o respont d'he falioù* : degas d'ar renerezh breton ar galloud politikel assambles gant ar binvioù arc'hantel evit zichenniñ da vat madelezh ar Bobl Vreton.

En tu-hont da se, gwelout a reomp e vo votet hervez ur frammadur kempennet gant ar gouarnamant Vichy hag a droc'h al Liger Atlantel (40% hon ekonomiezh hollek) diouzh peurrest hon Vro-ni en ur nac'han grons youl ar boblans.

Setu perak an AFB-EKB a c'houlenno gant an dud pas mond da votiñ.

*sellit ouzh " Ur gouarnerezh breizhat nevez e dek poent"

Ar Burev.