Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Dilennadegoù : gortozit an (tro)noz evit lavaret eo bet kaer an deiz
Gwall dristig ha dister e vo ar c'houlzad-kabaliñ o kregiñ, moarvat. Hervez gwagenn ar mediaoù ne vo muioc'h evit ur sontadeg ken bras hag en naturel, daou vloaz a-raok an
Christian Troadec Par Nous te ferons Bretagne le 2/03/10 8:06

Gwall dristig ha dister e vo ar c'houlzad-kabaliñ o kregiñ, moarvat. Hervez gwagenn ar mediaoù ne vo muioc'h evit ur sontadeg ken bras hag en naturel, daou vloaz a-raok an dilennadegoù-prezidant. Berr he lost gant Breizh, war a seblant, hag hi bro an emlusk, an embregerezh, ar c'hengred. Ha koulskoude !

Gwall ziaes da intent eo ar wirionez, ken start ma'z eo, anat. Setu, da skouer, e vo paeet gant ar Vretoned e 2010 teir wezh muioc'h a gampi evit dle ar stad c'hall (war-dro 3 miliard a euroioù) eget kellid-bloaz ar Rannvro. Emañ ar binvidigezh dre annezad e Breizh a-is da geitadenn evit ar rannvroioù en Europa (94 %), evel meur a rannvro c'hall ivez, hervez studiadenn Eurostat a zo o paouez bezañ embannet. E kemm gant ar broioù bras all, a zo meur a rannvro anezho e-touez an 40 pinvidikoc'h evit ar geitadenn, eo an Enez-Frañs an hini nemeti er roll-mañ e Bro-C'Hall. Pegen souezhus !

An tu kreñv er c'huzul-rannvro bet, gant asant an holl, he deus engouestlet da gemer perzh e savidigezh al linenn TTB a gousto muioc'h evit 500 milion a euroioù d'ar Rannvro, hag a zizouro he budjet e-pad pell. Ouzhpenn an 4000 devezh-arat a zouar a vo bevezet gant ar raktres-mañ, ne vo an disoc'h nemet treuzfurmiñ tamm ha tamm Roazhon e rakkêr Pariz ha gwashaat ar frailhadur etre ar Reter hag ar Gornôg eus ar vro. An Aotroù Drian a zisklêr eo ar rouedad uhel-uhelgas imor ar respetad nevez, pa ziskouez kartenn ar rouedad uhelgas e Breizh ez eus kalz a diriadoù diservij. N'eo nemet div skouer eus ar c'hoant-se d'ober "muioc'h-mui atav", pa ne vez ket talet ouzh kudennoù ar pemdez. Rak ar wirionez start eo ivez niverenn an dud dilabour o kreskiñ a 26 % a-hed ur bloavezh e Breizh, eo gwelet ez eus ur wir paourentez, eo servijoù publik ar yec'hed o fallaat, eo an diouer a lojeiz sokial, eo dilañs hor patrom ekonomikel, en deus roet lañs da Vreizh e-pad an tregont vloaz tremenet, eo un diorren arvarus evit an endro.

Daoust hag-eñ eo dav gouzañv, neuze ? Hon atoudennoù a zo dispar c'hoazh. Ur vro a genson, a speredegezh, a zenelezh, Breizh a rank harpañ ouzh he zuoù kreñv evit rakwelet an dazont. « Krediñ kaout lorc'h evit embregañ » a skrive Yannick Le Bourdonnec. Met dreist-holl e rank lavaret eo kiriek eus he dazont, ha diskouez he c'hoant da vezañ dishual. Trawalc'h klevet re alies eus an tu dehou pe eus an tu kleiz eo ar stad an hini a zo kiriek. Ha gallout a reer lavaret hep gaou, un nebeud deizioù a-raok an dilennadegoù, evel an Aotroù Hascouet, e vo kaset ar stad c'hall dirak Lez-varn Unaniezh Europa evit diskoulmañ kudenn ar bezhin glas, pa'z eo bet e-kard ar Rannvro e-pad 6 bloavezh ? Pe c'hoazh lavaret, evel an Aotroù Drian, emañ adunanidigezh Breizh e dalc'h bolontez ar stad aozañ ur referendom ?

Ar pezh na vo ket goulennet ganeomp, ne vo roet deomp gant den ebet. Ret eo d'ar Vretoned kaout fiziañs enno o-unan ha lavaret sklaer ha mennet o dibaboù. Evit ma c'helo e tifennan ur Rannvro dishual a c'houlenno muioc'h a c'halloudoù, evit a sell an dour, ar sevenadur, an deskadurezh, ar yec'hed, yalc'hadoù Europa, ur Rannvro a engouestlo evit an adunanidigezh ha dilennidi kiriek penn-da-benn dirak ar Vretoned. Setu perak emaon a-enep krenn adframmañ ar melestradur o kregiñ, na vez meneget gant den ebet ken, hag a gresko galloud ar prefedoù anvet e Pariz nemetken. Ne vo tamm emrenerezh arc'hantel gant ar Rannvro ken, nag ar c'hembeli hollek. Koulz lavaret kenavo er joaioù da batrom ar rannvroioù european a vez nac'het gant Bro-C'hall nemetken. N'he do Breizh kellidoù na kembelioù Katalonia, Sko pe Gembre, a zo bremañ tost da ugent gwezh brasoc'h evit he re, a-raok pell.

Rankout a reomp bezañ emouez n'ez a ur gevredigezh a-raok nemet d'an tizh a c'hello gouzañv melloù gwan he chadenn a ya d'ober anezhi. Miromp e Breizh, ur vro a gengred, a gempouez etre arvor hag argoat, hag a gêrioù krenn, hor perzhioù mat, ha goulennomp groñs ar barregezhioù a waranto un dazont dereat ha kiriek d'hor vugale. Mod-all e teuio an TTB, hogen Breizh hag ar Vretoned a chomo e bord ar c'hae e-pad pell.

Yves Pelle, eil maer Erge
Danvez-dilennad war al listenn « Ni ho savo Breizh »

(voir le site) ha (voir le site)

Document PDF 17577_2.pdf . Source :
Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons