Tremen 15tez eo krog Yannig Baron gant ur yun evit enebiñ ouzh ar falsentez o ren en deskadurezh katolik. Evit poent e chom dilavar ar pep brasañ eus an dilennidi. Degouezhout a ra brav evit danevellañ berr-ha-berr obererezhioù politikel ar Rannvro, renet gant an Ao. Jean-Yves Le Drian eus ar Parti Socialiste, a-fet sevenadur Breizh abaoe disoc’h ar vouezhiadeg. Diwar neuze ha daoust da lies promesaoù ha komzoù flour, petra zo aet war-raok ?
- War-nes ober he zalaroù emañ ar CRL (Kreizenn rannvro al levrioù). Aet e oa war unan eus kargoù pennañ Skol-Uhel ar Vro, bet tennet gant an Ao. Josselin de Rohan e-kerzh e groaziadeg enepbreizh.
- Ken kalet all eo bet freuz-stal An Here, evit an embann e Breizh hag e brezhoneg pa oa brasañ pourvezer levrioù brezhonek er skolioù ha ti-embann geriadurioù hollvrezhonek nemetañ. Gant arsav an embannadurioù-se eo aet ar c’huzul skiantel savet diwarno evit hor yezh da zivodañ. Arbennigourien ar brezhoneg a gaved ennañ a yae da ober un akademiezh evit gwir.
- Skornet eo ar skoaziadennoù da emframmoù diazez evit amzer-da-zont hor sevenadur : Skol-Uhel ar Vro, Ofis ar brezhoneg…
- Digresket eo feur an abadennoù savet e Breizh ha hini ar brezhoneg war ar skingomz hag ar skinwel. Daoust da se ne ziskouez an dilennidi youl ebet evit kas ur raktres da benn war ar poent-se.
- N'eus pazenn nevez ebet e-sell adunaniezh melestradur Breizh goulennet gant Breizhiz. Beuzet e vezomp gant propaganda falsvro koustus ar « Pays-de-la-Loire ».
- Kelaouenn vizus ar Rannvro diskuilhet gant difennourien sevenadur ar vro a laka er gouloù elfennoù kontrol da engouestloù ar c’hostezennoù e penn ar Rannvro.
- Emouestl didalvoud all eo tizhout an niver a 20 000 bugel divyezhek a-barzh nebeut bloavezhioù pa n’eus bet goulennet galloud ebet gant ar Rannvro digant ar Stad na rebechet an disterañ tra outi. Fall-put e hañval bezañ distro-skol 2006 : 3 fost nevez evit ar skolioù Diwan, 2 bost erlec’hiad evit Div Yezh er skolioù publik hag, er mare-mañ, an trouz graet gant Dihun evit an deskadurezh katolik fiziet war ar stourm renet gant Yannig Baron a zisoc’ho diouzh niver an testenioù a from degemeret bemdez digant e harperien.
Drastus eo politikerezh sevenadurel dileuridi ar c’huzul-rannvro-se hag o c’henseurted. Anat eo, kostezennoù Pariz o deus kaset meur a wezh ar Vretoned war un hent-dall.
Ken dic’hortoz e c’hall bezañ, diviz dilennidi an UMP e penn Kuzul Departamant ar Mor-Bihan gant e gadoriad, an Ao. Joseph Kerguéris, eo araokadenn nemeti ar bloavezhioù diwezhañ … diwar-goust ar stourm ha da-heul degadoù a vloavezhioù dale gant departamantoù all !
Evit Bemdez,
Amélie Le Bras.
Kevredigezh BEMDEZ Ti ar c'hevredigezhioù 6 straed ar Govuerezh 56 000 GWENED – BREIZH – Pgz 06 11 51 43 15. http://membres.lycos.fr/bemdez/