Manifestadeg e Kemper Disadorn 29 a viz Meurzh 2008, da 15e30 Leurgêr Tour an Arvern (A-dreñv d'al Lez-Varn – Kae an Oded En arvar bras emañ an deskadurezh divyezhek e-kreiz Deskadurezh Katolik Breizh. Kroget eo digreskadur an niver a skoliaded. Ne fell ket dezho digeriñ klasoù nevez. Meur a stummadur evit ar gelennerien
Manifestadeg e Kemper Disadorn 29 a viz Meurzh 2008, da 15e30 Leurgêr Tour an Arvern (A-dreñv d\'al Lez-Varn – Kae an Oded En arvar bras emañ an deskadurezh divyezhek e-kreiz Deskadurezh Katolik Breizh. Kroget eo digreskadur an niver a skoliaded. Ne fell ket dezho digeriñ klasoù nevez. Meur a stummadur evit ar gelennerien zo bet dilamet ! Ha degemeret e vo an dra-se ganeomp ? Peseurt dazont a fell deomp evit hor bugale ? Deuit da lavarout da atebeion eus Renerezhioù an Deskadurezh Katolik ez eo poent echuiñ gant :• An dismegañs ouzh ar gerent a fell dezho ur c\'helenn e brezhoneg evit o bugale ;
• An diouer a gelennerion e klasoù zo peogwir int bet tud dibourvez ;
• An dismegañs ouzh ar gelennerion vrezhoneg e skolioù zo ;
• Nac\'hañ digeriñ klasoù nevez ;
• Drouglazhañ ar Program Liesyezh Breizh e Mor-Bihan. Deuit da lavarout d\'an Eskibion ez eo ret dezho difenn hor sevenadur. Peurlazhañ yezhoù Breizh n\'eo ket kefridi an deskadurezh katolik. Mard eo frank, ra vo prouet gantañ ! Emgav e Kemper ha war hol lec\'hienn : http://www.dihun.com Kengirri : ditouroù d\'ar 02.97.40.70.92 – 02.97.63.43.64 Pelleiler : 02.97.63.47.88 – postel : yb.dihun(AT)freesbee.fr
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !