Digreizennañ, deskadurezh, Statud ebet c'hoazh evit ar yezhoù bihan Netra da unvaniñ Breizh Deomp asambles da Vontroulez disadorn 15 a viz Kerzu Evit Kevre Breizh, kenurzhierezh kevredigezhioù sevenadurel Breizh, ne ziskouez raktresoù kentañ ar Gouarnamant

Digreizennañ, deskadurezh,
Statud ebet c'hoazh evit ar yezhoù bihan
Netra da unvaniñ Breizh
Deomp asambles da Vontroulez disadorn 15 a viz Kerzu

Evit Kevre Breizh, kenurzhierezh kevredigezhioù sevenadurel Breizh, ne ziskouez raktresoù kentañ
ar Gouarnamant cheñchamant vat ebet e politikerezh ar Stad. Kreizennerezh ha nac'hañ lieselezh an tiriadoù, ar yezhoù hag ar sevenadurioù a zo bepred o ren.
Gwashoc'h a zo. Gant an « danvez raktres lezenn war an digreizennañ » a aotre ar rannvroioù da baeañ kevredigezhioù evit ur c'helenn diret en diavaez d'an amzer skol, e rnaker komz eus ur giladenn vras. Ha netra kennebeut evit kas war-raok adunvanidigezh Vreizh.
Ar « raktres henchañ ha programiñ evit adsevel skol ar Republik » ne veneg ket zoken ar yezhoù bihan ha sevenadurioù rannvro, met astenn ar galleg en estren-vro nemetken. O lakaat da dalvoud « ez eo par an holl dud en o dellezegezh » daosut ha ne zlefe ket al lezenn-se kemer e kont ingalded dellezegezh an holl yezhoù ha sevenadurioù a zo eztaol identelezhioù ar memes tud ?
Ne c'heller ket diskouez gwelloc'h ar c'hoant da lakaat a-gostez ha da skarzhañ ar yezhoù ha sevenadurioù rannvro, eztaol buhez dibar hor rannvroioù, en un doare ispisial e Breizh.
P'en deus Prezidant ar Republik engouestlet kadarnaat Karta Europa Europa ar Yezhoù rannvro ha minorel a zo « war vezañ studiet », ni a fell deomp diouzhtu kaout doareoù a roio d'ar yezhoù rannvro ur plas diazez en deskadurezh, hag er media, a roio dezho ur plas hag a surao o bezañs er vuhez publik ha sokial evel ma tere hervez standardoù demokratel Europa hag ar bed.
Evit diskouez sklaer da v-Marylise Lebranchu ha d'ar Gouarnamant e fell deomp e vefe anavezet gwirioù ar Vretoned, e c'halv Kevre Breizh da gemer perzh er vanifestadeg aozet gant Breizh Unvan ha 44=Breizh

disadorn 15 a viz Kerzu da 14 eur 30 dirak Ti Kêr Montroulez.