Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Digoromp ur skol Diwan e Landivizio !
Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul Skoazell Skol Diwan Bro Landivizio ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a
Dominique Jacq Par Diwan le 18/01/12 9:06
24611_1.jpg

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul Skoazell Skol Diwan Bro Landivizio ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 35 bloaz :

D'ar Yaou 26 a viz Genver 2012

Da 6 eur 30 noz

Kreizenn « Yves Quéguiner » (sal 1)

29400-Landivizio

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ?

Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?

Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Skignet e vo ur film a ginnig Diwan dre sell oadourien bet skoliataet e Diwan. Ar sevenerez, Soazig Daniellou, a vo war al lec'h evit respont d'ho koulennoù.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan a vo war al lec'h evit respont d'ho koulennoù.

Laik, digoust ha digor d'an holl eo ar skolioù kevredigezhel Diwan.

Heuliet e vez programmoù ofisiel an Deskadurezh Stad en ur ginnig ur raktres dibar gwriziennet e sevenadur Breizh.

Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi-karget a gefridi war an diorren-Diwan :

02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03/ sonia.zaoumi [at] diwanbreizh.org

Maryline Maguet, prezidantez ar c'huzul skoazell : 02 98 68 70 61, ksdblandi [at] yahoo.fr

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons