A-viskoazh en deus stourmet Jean-Yves Le Drian evit gwareziñ ha diorren ar brezhoneg, en e gargoù a zilennad lec'hel hag a gannad, hag evel prezidant Kuzul-rannvro Breizh evel-just.
A-viskoazh en deus stourmet Jean-Yves Le Drian evit gwareziñ ha diorren ar brezhoneg, en e gargoù a zilennad lec'hel hag a gannad, hag evel prezidant Kuzul-rannvro Breizh evel-just.
Ar mennad-se ne dalvez ket hepken skoazellañ ar frammoù hag ar c'hevredigezhioù a labour evit ar brezhoneg. Gwelet e vez ivez gant e c'hoant da implijout an div yezh bewech ma vez tu.
Prouiñ a ra an divyezhegezh-se ez eo ar brezhoneg ur yezh vev, ur yezh talvoudus, ur yezh eus an amzer vremañ.
Se zo kaoz ez eus bet divizet gant Jean-Yves Le Drian ha gant an dud all war e listenn treiñ al lec'hienn gabaliñ www.ledrian.net e brezhoneg penn-da-benn da-geñver ar c'habalerezh evit an dilennadeg rannvro.
Un arouez kreñv ha nevezus eo, hag a ziskouez ur wech ouzhpenn en deus c'hoant Jean-Yves an Drian da zigeriñ ar brezhoneg d'an holl ha da brouiñ ez eo ur yezh talvoudus, ur yezh vev.
Adalek hiziv, a-ziwar pajenn degemer al lec'hienn, e kavoc'h tout an titouroù diwar-benn ar c'habalerezh evit Breizh kengret, ijinus hag atebek gant Jean-Yves Le Drian, e brezhoneg.
http://www.ledrian2010.net : klikit war Brezhoneg.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !