Ar C’huzul-merañ, izili burev Neizhig, Kêr Roazhon, ar Steredenn - l’Etoile zo laouen o reiñ deoc’h da c’houzout ez eo digor dalc’h kentañ an enskrivadurioù er vagouri Neizhig.

Ar vagouri divyezhek brezhoneg-galleg a zigoro e trimiziad 1añ 2018 e Roazhon Ar C’huzul-merañ, izili burev Neizhig, Kêr Roazhon, ar Steredenn - l’Etoile zo laouen o reiñ deoc’h da c’houzout ez eo digor dalc’h kentañ an enskrivadurioù er vagouri Neizhig., adalek bremañ eo digor an enskrivadurioù.

Digoradur an enskrivadurioù er vagouri NeizhigDigoradur an enskrivadurioù er vagouri Neizhig photographe

Da bep distro-skol e welomp, e kêr Roazhon, e vez muioc’h-mui a gerent hag a zibab skoliata o bugale e-barzh an hentadoù divyezhek brezhoneg-galleg ha kement-se adalek ar skol-vamm.

Kêr Roazhon, harpet war he rouedad skolioù divyezhek efedus, ne ginnige, koulskoude, lec’h degemer bugaligoù ebet daoust m’emañ el lusk roet d’an divyezhegezh brezhoneg-galleg ha ma’z eus ur goulenn kreñv er gevredigezh. O welet e oa un ezhomm eo deuet ar soñj da zigeriñ ur framm degemer divyezhek brezhoneg-galleg e Roazhon gant statud ur gevredigezh.

Diwar atiz ar gevredigezh Divskouarn, ur gevredigezh hag a labour evit kas ar brezhoneg war-raok a-raok ar skoliata hag Ofis publik ar brezhoneg, en doa lakaet ur strollad labour kalz a boan neuze evit sevel ur vagouri divyezhek brezhoneg-galleg e Roazhon : Groupe de travail crèche bilingue breton-français - Strollad labour magouri divyezhek brezhoneg-galleg. E miz Meurzh 2015 e oa en em unanet an dud a oa en emvod kentañ ha krouet o doa « Neizhig ».

Goude daou vloaz hepken ha goude bezañ labouret a-dost gant servijoù Renerezh ar Vugaligoù Kêr Roazhon, eo laouen skipailh Neizhig, Kêr Roazhon, en Steredenn - l’Étoile, o reiñ deoc’h da c’houzout ez eo digor dalc’h kentañ an enskrivadurioù er vagouri Neizhig. Etre miz Gwengolo hag kreiz miz Here 2017 e pado an enskrivadurioù evit un degemer e miz Genver 2018. Betek 16 bugel a c’hallo bezañ degemeret en 81 boulouard Alberzh 1añ, e karter Brekiniou.

Meret e vez an ti gant ur gevredigezh met ar plasoù a vez roet dre hanterouriezh ar Steredenn - L’Étoile, hervez an dezverkoù e talvoud evit magourioù all Roazhon. Trugarez da vont e darempred gant ar Steredenn - l’Étoile evit gouzout hiroc’h. L’ÉTOILE Kreizenn-ditouriñ bugaligoù 2 straed Jacques Gabriel, 35000 Roazhon 02 99 67 11 70 pe infos@etoilerennes.fr