© photographe

© photographe
Ar gevredigezh Bemdez, aet da gaout maer Ruvenieg
Ar gevredigezh Bemdez, aet da gaout maer Ruvenieg © photographe

P’emañ stourmerien Ai’ta barnet er mare-mañ evit bezañ bet peget pegsunioù da zifenn hor yezh er vuhez foran e c’haller klask perak n’oa ket bet mignoned Françoise Morvan lakaet diaes

P'emañ stourmerien Ai'ta barnet er mare-mañ evit bezañ bet peget pegsunioù da zifenn hor yezh er vuhez foran e c'haller klask perak n'oa ket bet mignoned Françoise Morvan lakaet diaes p'o doa foeltret panelloù heñchañ e kêr Ruvenieg (emgav gant Bemdez ha Maer Ruvenieg el luc'hskeudennoù stag) e 2005 hag e reter Bro-Wened e 2008.

Evit ar gevredigezh Bemdez n'eus ket kalz tra feulsoc'h eget nac'hañ yezh ha sevenadur ur bobl ha kas kement tra da benn evit ma 'z afent da get.

Harpañ a reomp stourmerien Ai'ta evit o obererezhioù talvoudus evit mad an holl.

Gervel a reomp da chom war evezh ivez p'emañ prefeti ar Mor-Bihan o paouez nac'hañ ur chekenn vrezhonek : gwirioù dister a-wezhioù zo bet gounezet dre youl ar Vretoned, en arvar e vezont ingal daoust da se.

Evit Bemdez,

Bertrand Deléon.

Bemdez

Créée en mai 1998 et basée à Vannes, Bemdez (chaque jour) a pour objectifs de :

Promouvoir la culture en Bretagne et défendre la legitimite de son développement ;

Proteger le patrimoine naturel et historique breton ;

Mettre en valeur l'intérét universel du combat pour les langues et les cultures.

Bemdez organise des concerts, des campagnes d'info., des conférences et débats, des randonnées pédagogiques, des expositions...

Cette présence a pour écho de genérer des liens efficaces entre les individus et les associations, relations indispensables pour la création culturelle. Dynamiser et créer sont nos maitres-mots, le tout "sans se prendre la tête" !