I. Ar c\'hresk o vont war-raok
Ur c\'hresk a 1 117 skoliad (+ 8 %) war an tri bloavezh tremen, mui 370 skoliad ouzhpenn da geidenn e-skoaz ur geidenn a 313 skoliad en tri bloavezh diagent (a 2003 da 2005). Aet eo ar c\'hresk war-vuanaat abaoe 3 bloaz. Ar 5 002 skoliad a zo tizhet gant ar c\'helenn divyezhek publik. Ar c\'hentañ hentad kelenn brezhoneg e Breizh eo an hentad divyezhek publik. 17 post a zo bet digoret e Breizh (5 departamant) er c\'hentañ derez.
Harzet eo ar mont war-raok gant nac\'hadenn zigeriñ 3 sitr nevez er skol-diazez (- 72 skoliad), nac\'het (- 150 skoliad war-bouez nebeut) hag an enskrivadurioù rummad ar Re Vihan war rolloù war-c\'hortoz e tiez-skol a‑leizh (- 100 skoliad war-bouez nebeut). Eus tremen 700 skoliad e tlefe ar c\'hresk bezañ bet, d.l.e eus 15 %.
II. E pevar foent e c\'hall kudennoù ar c\'helenn divyezhek bezañ berraet:
A ) Ur c\'hresk re c\'horrek c\'hoazh ;
B ) Ur mank a bostoù evit ar skol-vamm ;
C ) Re zifonn an niver a gelennerien zivyezhek stummet ;
D ) Re zister holl an anaoudegezh eus ar yezh el lezennoù.
A ) Ur c\'hresk re c\'horrek c\'hoazh
Daou sitr divyezhek digoret hevelene hepken e-keñver teir nac\'hadenn: Gwizien en Il‑ha‑Gwilen (24 bugel), Banaleg e Penn‑ar‑Bed (22 bugel) ha S.‑Stefan‑Brengoloù el Liger‑Atlantel (26 bugel). 20 kevrenn er skol-diazez ne gavont o c\'hendalc\'h en o skolaj nes.
B ) Ur mank a bostoù evit ar skol-vamm
Gwelet a reer e vez lakaet rummad ar Re Vihan mui-ouzh-mui war rolloù war-c\'hortoz. En Orient e Merville ez eus un 20 bennak a vugale en degouezh-se. Hervezomp ez eus tremen kant bugel en hevelep degouezh ha hervez testeni tud ar vugale e vefe boutin a-walc\'h kement-se. E sitroù zo ivez ez eo diaes an doareoù evit kelenn, klasoù re leun (e Kastell‑Nevez‑ar‑Faou ha Tremeven‑Kemperle, 38 bugel er skol-vamm hag ur post hepken).
C ) Re zifonn an niver a gelennerien zivyezhek stummet
— Evit ar c\'hentañ derez : gras da grouidigezh kenstrivadeg arbennik tuta skolaerien zivyezhek e 2002 ez eus bet gallet stummañ kalz muioc\'h a gelennerien. Koulskoude n\'eus ket trawalc\'h gant an ugent kelenner bennak stummet bep bloaz evit ar c\'hentañ derez.
— Evit an eil derez : n\'eus netra a bar da genstrivadeg arbennik ar skolaerien. Ne vez ket stummet ar gelennerien DNY (Danvez Nann-Yezhel: istor-geografiezh, sonerezh, arzoù-kaer, sport, matematik) dre zibab ha da heul an disoc\'h a anavezomp: ur gwir ziouer a gelennerien. Gant an istor-geografiezh an hini ez eo ar gwashañ. Postoù zo c\'hoazh en akademiezh (Redon, Kewenn) ha n\'int ket bet pourvezet. War-vrasaat ez a hon enkrez gant al labour a zo dirazomp er bloavezhioù da zont. Diwar gwir abeg dre m\'emañ an 90 % eus skolidi an deskadurezh publik er c\'hentañ derez.
D ) Re zister holl an anaoudegezh eus ar yezh el lezennoù
Ul lodenn vat eus hor c\'hudennoù a zo diwar ar mank a framm lezennel. N\'eo ket ar c\'helenn yezhoù rannvroel er Frañs ur gwir. Goulenn a ra tud ar vugale ma vo gwellaet al lezenn evit na vo mui ar c\'helenn-se ur galloud hepken met ur gwir da vat pa vez trawalc\'h a dud o c\'houlenn. Evit poent e vez tud ar vugale a c\'houlenn digoradurioù klasoù divyezhek a-youl d\'ur maer, d\'un enseller, d\'ur rektor, d\'ul laz-kelenn.