

Setu dibab ar juri bet bodet disadorn 4 a viz Kerzu e Ti ar Vro e Kawan (Bro Dreger). Trizekved prizioù France 3 Breizh a vo roet e Landreger d'an 29 a viz Genver 2011. Lusket vo an abadenn gant ar strollad Francis Jackson ha kinniget gant Goulwena An Henaff ha Clement Soubigou eus France bleu Breizh Izel.
Setu dibab ar juri bet bodet disadorn 4 a viz Kerzu e Ti ar Vro e Kawan (Bro Dreger). Trizekved prizioù France 3 Breizh a vo roet e Landreger d'an 29 a viz Genver 2011. Lusket vo an abadenn gant ar strollad Francis Jackson ha kinniget gant Goulwena An Henaff ha Clement Soubigou eus France bleu Breizh Izel.LEVRIOÙ : Priz ar gwellañ levr a faltazi • Ar marc'h glas gant Riwal Huon emb. Al Liamm • Ar gitar tredan gant Jakez-Erwan Mouton, emb. An Alarc'h • Kan ar mein gant Mich Beyer, emb. An Alarc'h
PLADENNOÙ : Priz ar gwellañ pladenn vrezhonek • Octopus Kafe : Ar vro didu • Alambig Elektrik : Disadorn 'noz fever • Roy Eales : Just in case
KLEWELED : Priz ar gwellañ oberenn • Youenn Gwernig de Jean-Charles Huitorel , kenproduet gant Aligal ha France télévisions • Pennoù Pentur de Mikael Baudu, kenproduet gant Gwengolo ha Dizale • Istorioù Breizh de Luc David, kenbroduet gant Pois Chiche Film ha France télévisions
YAOUANK : Priz ar gwellañ intrudu evit ar yaouankiz • Ar Roue Marc'h levr embannet gant TES • Ar Gouren : Kentelioù evit ar Vugale • Ur wech e oa DVD kontadennoù gant Keit Vimp Bev
SPERED AR YEZH : Priz ar gwellañ intrudu da wellaat implij ar yezh • Jean-Claude ar Ruyet : evit e dezenn « Kelenn ar brezhoneg, Komz, liamm ha norm, prezanted e stern peder reolenn-sannañ ewid brezhoneg ar skolioù. » • Ti ar vro Lesneven : evit al levr « Kanit ta tudoù ». • Ronan ar C'hoadig : evit e levr « Brezhoneg bro Gouelo », emb. An Alarc'h.
BREZHONEGER AR BLOAZ : • Gouel broadel ar brezhoneg adlañset e miz mae 2010. • Kentan levrioù niverennel e Brezhoneg embannet gant Emgleo Breiz : « Buhez prevez lola P » ha « Le trésor du breton parlé ». • Teatr Piba evit o fezh c'hoari : « Eden Bouillabes »
Ar juri en em vodo en dro da zevezh ar Prizioù d'an 29 a viz Genver e Landreger evit dibab gant piv e yay ar maout e pep rummad.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !