Chom a ra daou vizvezh evit kas ho haiku da d/taolkurun@laposte.net. Gant ar glav a vo disehan e-pad ar mizioù Du, ne vo ket diaes ! Setu dibab Mai Ewen : Beuzet

Chom a ra daou vizvezh evit kas ho haiku da d/taolkurun@laposte.net. Gant ar glav a vo disehan e-pad ar mizioù Du, ne vo ket diaes !

Setu dibab Mai Ewen :

Beuzet buan
Klogorennoù ar glav
war ar stêr Fanch Peru

War lerc'h ar barr glav
en ur poullig ur golvan
o kibellañ Fanch Peru

Sarac'h eskell
risklañ a ra ar c'hwizhenn
war sklent an toennoù Alan Kervern