Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Padrig Herve  bes-prezidant  Anna ar Beg  teñzorourez ha Tangi Louarn  prezidant Kevre Breizh.
Padrig Herve bes-prezidant Anna ar Beg teñzorourez ha Tangi Louarn prezidant Kevre Breizh.
- Communiqué de presse -
Diazezet eo Kevre Breizh
Bloaz goude he ganedigezh setu ar gengevredigezh o terc'hel hec'h emvod-meur kentañ e Karaez, e-lec'h m'eo staliet bremañ. Tro-dro d'ar prezidant Tangi Louarn e oa bodet dileuridi an daou-ugent kevredigezh a
Gwenael Dage pour Ya ! le 1/02/11 0:25

Bloaz goude he ganedigezh setu ar gengevredigezh o terc'hel hec'h emvod-meur kentañ e Karaez, e-lec'h m'eo staliet bremañ.

Tro-dro d'ar prezidant Tangi Louarn e oa bodet dileuridi an daou-ugent kevredigezh a ya d'ober Kevre Breizh, d'ar Sadorn 22 a viz Genver, evit ober bilañs 2010. War renabl an obererezhioù sevenet e kaver ar c'hendiviz etrebroadel kenaozet gant Emglev Bro an Oriant, ha bet dalc'het d'ar 27 a viz Du diwezhañ, da geñver kenstrivadeg kan al “Liet International” evit yezhoù bihan Europa. Staliet eo bet sez Kevre Breizh e Karaez ivez. Kavet ar burevioù, ur sekretourez, Kristell Treguer-Barbay, roet lañs d'ur mont-en-dro reoliek ha d'ur preder war an amzer da zont evel, da skouer, ar mod ma c'hellfe kendeuziñ Skol Uhel ar Vro hag Ajañs Teknik ar Rannvro, daou aozadur bet lakaet e pleustr tregont vloaz zo, da heul Karta 1977. “30 vloaz zo, da heul bloavezhioù a stourm, hon doa gounezet gwirioù evit ar yezh hag ar sevenadur ; emaomp o koll anezho bremañ” eme ar prezidant, ur wech displeget gantañ ar mod ma vez krennet he skoazell d'ar Rannvro gant ar Stad, hag an digresk a vo graet d'ar yalc'hadoù roet d'ar c'hevredigezhioù.

Brudañ

E 2011 e echuo Kevre Breizh gant ar staliañ hag e ouestlo e nerzh da vrudañ e labour, hini ec'h izili, ha skeudenn ar yezh hag ar sevenadur war-zu an diavaez. Stourmoù a gaso da benn ivez, evel ar vanifestadeg emañ an izili o soñjal enni, d'an 18 a viz Even, e Roazhon, da sevel a-enep d'an adkempenn a vez graet d'ar strollegezhioù, da zifenn statud ha galloud ar rannvroioù, hag evit ma vo doujet ouzh liested ar sevenadurioù. “Digredus eo ar pezh zo c'hoarvezet en Okitania gant istor ar panelloù e yezh ar vro1. Poent bras eo mont pelloc'h eget promesaoù ha na vez ket dalc'het dezhe” eme Dangi Louarn c'hoazh.

Nerzh a zeu d'ar gengevredigezh ivez pa wel izili nevez o tont, evel Ar Redadeg. “Kenlabourat a reomp kalz da vare ar redadeg. Naturel e oa deomp kaout hol lec'h amañ” a zispleg Jean-Michel Sanner, he frezidant. Ken laouen all eo prezidant Kevre Breizh : “Un arouez eo deuet ar gevredigezh-se da vezañ, arouez an unaniezh en-dro d'ar yezh.”

Unaniezh, sed ar pezh a ranko diskouez ar c'hevredigezhioù hag ar Vretoned da heul Kevre Breizh evit difenn ar perzhioù dibar a ya d'ober o identelezh.

1. Ul lez-varn velestradurel he deus divizet ne yae ket ar panelloù divyezhek diouzh ar Vonreizh.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons