Emglev an Tiegezhioù
Emglev an Tiegezhioù © ABP

Evel warlene e vo dalc'het ur sizhunvezh brezhonek ha kristen a vakañsoù marc'had mat evit ar familhoù. (pour ceux qui ont du mal en breton, lire à la toute fin de l'annonce).

E dibenn miz Gouhere an hini eo e vo dalc’het devezhioù kristen EaT-Feiz-ha-Breizh, eus al Lun 27 (met gellout a reer en em gavout d’ar Sul abardaez, a zo deiz pardon bras santez Anna Wened (oferenn vrezhonek da 9 eur…)) betek ar Sadorn kentañ a viz Eost, 14 eur.

Evel warlene e roio santual Kerien-Loudieg (Querrien zo ur gêriadennig eus La Prénessaye en hanternoz Loudieg) degemer deomp el lec’h nemetañ anavezet ez ofisiel gant an Iliz e oa en em ziskouezet ar Werc’hez Vari d’ur vêsaerez vihan bouzar ha mut ha pareet anezhi.

Profitañ a raimp eus al lec’h peoc’hus-mañ, eus ar chapel gant an ofisoù a ganimp, hag a-wechoù eus an oferenn gant person Loudieg e brezhoneg.

Diouzh ar mintin e vo kentelioù e stumm kaozeadennoù : brezhoneg, hervez live an dud, kaozeadennoù war istor an Emsav, an Iliz, studiet ha desket e vo kanaouennoù. Goude merenn e vo pourmenadennoù. Beilhadegoù gant kaozioù ha c’hoarioù. Diret e vo an oberiantizoù, nemet eur ar predoù.

Un aergelc’h a vreudeuriezh kristen a ren en hon Devezhioù,a ya en-dro evel en ur familh : pep hini a gemer perzh hervez ma c’hell er gegin, er menaj, kas an dud, kas en-dro an oberiantizoù.

Marc’had mat-tre eo priz pep devezh : 35 € eo da lavaret eo 165 € evit ar chomadenn a-bezh. Distaolioù bras a c’hell bezañ graet hervez an degouezhioù (familhoù, kloer, studierien, o klask labour, hag all.), ne zle ket bezañ un abeg a virfe ouzh unan da gemer perzh.

Ma vez tud a-walc’h e vo feurmet tiez tro-dro, met ret eo deomp gouzout evit pet den.

Na dermit ket eta da lakaat hoc’h anv evit dont, laouen, da Gerien-Loudieg e fin miz Gouhere !

Titouroù : 0298251072 – 0782017315 eat@orange.fr feizhabreizh.bzh@gmail.com

Tepod, Anna, Nadine.

[Résumé en français : les Journées de EAT (Entende de familles catholique) et Feiz ha Breizh se réroulent à Querrien lès Loudéac dernière semaine de Juillet le soir du Grand Pardon de Sainte Anne d’Auray (dont la messe en breton, très courue, est à 9 h). Tout est en breton, la seule exigence est d’essyer de parler breton et de respecter les horaires de repas. Selon le niveau des participants il y aura un atelier de breton le matin. La meilleure façon d’apprendre le breton est de plonger dedans. Assister à une messe par exemple vaut largement une simple leçon. Les ateliers chant, jeux, et les promenades garantissent une joyeuse ambiance favorable à l’apprentissage, et permet à tous de lier de solides amitiés.]

Emglev An Tiegezhioù