Publier Publier avec l'IA S'accréditer S'abonner à une newsletter Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Annonce -
Devezhioù kristen e brezhoneg eus an 2 d'an 9 a viz Eost 2025
«Deomp, ha kasomp Doue ganeomp,ha lezomp an Diaoul da zrailhañ mein gant e zent !» ...Rimadelloù all a seurt-se ez eus e-leizh en hor yezh. Ur binvidigezh dispar ez eo, a rankomp deskiñ evit o zreuzkas d’hon tro, evel levenez ar feiz, ar garantez-vro hag hor yezh karet. Deuit d'an Devezhioù kristen !
Par Gwilmod Tepod pour EAT le 21/05/25 22:03
71658_1.jpg
Skritell Devezhioù EaT-Feiz ha Breizh 2025

Padelezh ho chomadenn a c'hellit dibab ma n'hellit ket dont evit an holl devezhioù : a-walc’h eo gwelout an dra-se ganeomp evit derc’hel an devezhioù en herberc’h-ti (35 euro evit pep nozvezh + predoù aozet etrezomp).

Gwellaat hor brezhoneg ’zo unan eus ar palioù, en em anavezout gwelloc’h ha krouiñ ivez liammoù kreñv a vignonïezh, abalamour d’ar yezh hag ar feiz en deus Doue roet deomp amañ e Breizh, gant o gwriziennadur ken don ha pinvidik. Baleadennoù a vo, pedennoù ivez, ha kentelioù, atalieroù-krouiñ ha -kanañ, beilhadegoù... Ur vuhez a-gevret e-pad un nebeud devezhioù plijus. 

Un aozadur katolik a diegezhioù brezhonek eo Emglev an Tiegezhioù, Kergreven, 29800 Trelevenez 02 98 25 10 72 - 07 82 01 73 15 eat [at] orange.fr

Voir aussi sur le même sujet : Devezhioù, kristen
2  0  
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
Emglev An Tiegezhioù
[ Gwelout pennadoù all EAT]
Vos 4 commentaires
Emglev An Tiegezhioù le Vendredi 30 mai 2025 16:08
https://emglev.wordpress.com/2025/05/30/follenn-enskrivadur-devezhiou-kristen-kerien-loudieg-2-9-8-2025/
(1)  Envoyer un mail à Emglev An Tiegezhioù
Emglev An Tiegezhioù le Vendredi 30 mai 2025 16:09
Betek ar sizhun a zeu ez eus moaien lakaat e anv.
(0)  Envoyer un mail à Emglev An Tiegezhioù
Emglev An Tiegezhioù le Vendredi 30 mai 2025 16:10
Betek ar sizhun a zeu ez eus moaien lakaat e anv.
(0)  Envoyer un mail à Emglev An Tiegezhioù
Emglev An Tiegezhioù le Mardi 3 juin 2025 21:16
Deuet eo an termen evit mirout an herberc'h evit an Devezhioù. Pell emaint c'hoazh, daou viz, met ret eo deomp mirout an traoù ar sizhun-mañ : an nozvezhioù a zo da virout evit ar berzhidi.
Goude se e vo moaien atav, a soñj deomp, met n'eo ket sur, ha ret e vo deoc'h hen ober hoc'h-unan war-eeun gant santual Querrien aze :
Dalc'het e vo an Devezhioù eno ganeomp adalek pred merenn al lun 3 a viz Eost d'ar sul 9.
M'emaoc'h e soñj ober ur weladenn deomp e vo moaien deoc'h eveljust : r'hen lavarot deomp pa viot sur hag e vo graet diouzh ar gwellañ.
Karout a rafemp brav ma c'hellfe ur beleg dont ivez d'ober un dro war ar sizhun ha maz eus moaien lidañ ganeomp an oferenn pe ar gousperoù.
fiziout a reomp en holl berzh mat an Devezhioù evit brasañ gloar an Aotrou Doue e brezhoneg.
A wir galon,
Tepod 0298251072 0768861944
(1)  Envoyer un mail à Emglev An Tiegezhioù
Commenter :

Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 0) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons