
D'ar sadorn 23 a viz Genver 2010 e vo aozet gant D.A.O. un devezh-stummañ war brezhoneg Bro Wened. Ar stummadur a vo kinniget gant Dominig Cotel e Ti ar C'hevredigezhioù e
D\'ar sadorn 23 a viz Genver 2010 e vo aozet gant D.A.O. un devezh-stummañ war brezhoneg Bro Wened.
Ar stummadur a vo kinniget gant Dominig Cotel e Ti ar C\'hevredigezhioù e Gwened (straed La Tannerie).
Palioù an devezh :
- Tapout gouiziegezh evit kompren dibarderioù brezhoneg Bro Wened - Bezañ gouest da respont da goulennoù an deskidi - Displegañ peseurt diforc'hioù pennañ a zo etre brezhoneg Bro Wened hag ar rannyezhoù all - Bezañ gouest da lakaat an deskidi da gompren n'eo ket disheñvel krenn brezhoneg Bro Wened diouzh ar rannyezhoù all
Deuit e darempred gant D.A.O. evit lakaat ho anv pe evit gouzout hiroc\'h :
DAO 6 plasenn Gwirioù Mab-Den 29270 KARAEZ dao.bzh@gmail.com 02.98.99.94.24
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !