Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/32/32297_1.png
- Agenda -
Devezh-studi e brezhoneg : kinnig un danvez prezegenn
Deiziad an devezh : Sadorn 5 a viz Ebrel 2014 Lec’h : lise labour-douar Kêrplouz – An Alre Eurioù : 9 e – 17 e Bro an Alre, ar vro vihanañ e
Par André Arhuéro pour Ti Douar Alré le 11/12/13 15:19

Deiziad an devezh : Sadorn 5 a viz Ebrel 2014

Lec'h : lise labour-douar Kêrplouz – An Alre

Eurioù : 9 e – 17 e

Bro an Alre, ar vro vihanañ e Breizh (hrevez ar lezenn Voynet) get 606 km² a zouar, a zo dezhi neoazh oc'hpenn 200 kilometrad a aodoù a-drugarez d'an inizi, ar Gerveur en o mesk. Se zo kaoz emañ bet soñjet en tem « douar ha dour » , pe c'hoazh « douar ha mor » , pa oa bet c'hoant derc'hel get ar lañs roet get ar c'hollok kentañ, dalc'het àr zouar Alre e miz Here 2012 àr-dro labourioù Gwennole ar Menn.

Un tem pinvidik an hani eo, pandeogwir e c'hell bodiñ soñjoù ha labourioù liessort liammet doc'h an tiriadoù, hag estroc'h evit kani an Alre. Breizh a zo etre douar ha mor ; Breizh a zo douar ha dour, stêrioù ha mor, gwazhioù hag aberioù ; ken brudet an argoad koulz hag an arvor. Gwerso en em harp hec'h armerzh àr ar labour-douar koulz hag àr ar pesketa pe ar c'henwerzh àr vor. Don en en em gav gwriziennet levezon an dour hag an douar er brezhoneg, levezon an endro e spered ar yezh. Don en em gav gwriziennet levezon an dour hag an douar er brezhoneg, levezon an endro e spered ar yezh.

M'ho pehe un danvez prezegenn da ginnig àr an tem-mañ (e brezhoneg), pellgargit ar fichennaoueg da heul a-benn gouiet hiroc'h.

L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons