

Extrait audio
Penn-kentañ ar pezh-c\'hoari e saozneg (skignet war RTE e 2007) (RTE/G.McDonnell)
Deskiñ treiñ ur pezh-c'hoari berr e brezhoneg DIWAR AR SAOZNEG Ur staj kinniget gant Blaz Bazhvalan e Landerne Making it Home zo ur pezh c'hoari berr skrivet evit ar radio hag al
Deskiñ treiñ ur pezh-c'hoari berr e brezhoneg DIWAR AR SAOZNEG
Ur staj kinniget gant Blaz Bazhvalan e Landerne
Making it Home zo ur pezh c'hoari berr skrivet evit ar radio hag al leurenn gant an Iwerzhonat Gerry Mc Donnell. Ur wech troet e brezhoneg e vo leurennet ar pezh (2 zen e-barzh) gant ar strollad Mat ar Jeu (B Simon-YE Jourdan) ha mouezhiet evit ar radio (RCF-Radio an Aodoù ha pelloc'h).
Pal ar stummadur/stalig-labour vo neuze lakaat an destenn e brezhoneg dre ul labour a-stroll etre ar stajidi koulz ha gant an aktourien, gant palioù resis da dizhout.
D'ar Sadorn 8 a viz Here e vo dalc'het an devez-labour kentañ e Landerne, Sal Kerne, Kae Kerne (14.00-19.00). Digoust e vo ar prantad-se. Gwelet vo goude penaos aozañ al labour. Evit ma vefe frouezhus an devezh-se e vefe mat d'ar re dedennet bezañ boulc'het troidigezh senenn gentañ ar pezh : http://cms.bazhvalan.webnode.fr/actualites/ , lennet aketus da vihanañ, hag bezañ en em soñjet dija penaos mont ganti. Kaout ul live saozneg ha brezhoneg apeupre ivez.
Titouroù/testenn digant Kristian ar Braz, Blaz Bazhvalan : krisbraz@free.fr / 02 98 21 30 59
http://bazhvalan.webnode.fr/
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !