Put your name here

Breskenn, film ar skipailh brezhonegerien
Breskenn, film ar skipailh brezhonegerien

Deuit disul da Gemper : 8 film berr krouet e 48 eurvezh diskouezet d'an arvesterien !
"Kino" a vez graet eus se, hag ober a ra berzh evit ar pevare festival Faltazi : eizh skipailh, hag un e brezhoneg, evit ar wech kentañ e istor ar festival !
Dépêche de Kerne Multimedia

Publié le 27/09/22 18:55 -- mis à jour le 28/09/22 21:13

"Kino" a vez graet eus se, hag ober a ra berzh evit ar pevare festival Faltazi : eizh skipailh, hag un e brezhoneg, evit ar wech kentañ e istor ar festival ! Roet e oa bet an tem digwener d'ar skipailhoù "bout desachet da vat gant ur fiñvadeg", ha daou dra all : lakaat ur flash-back hag an niverenn 22. Goude, e-pad an noz digwener e oa holl skipailhoù o sevel ur senario. Disadorn, bec'h d'al labour filmañ gant an aktourezed hag an aktourien. Ha disul ? Lakaat ar sonerezh, frammañ, mouezhioù off, jenerik, ... Pffff, pebezh labour !

Disul, da 2e30 e sal Dan ar Bras, en Tog Ruz, e vo diskouezet disoc'h labour ar skipailhoù e-pad un abadenn digoust, kinniget gant Simon Cojean, an eizh film. Votet e vo gant an arvesterien, ha plijadur a vo me lâr deoc'h. E brezhoneg e vo diskouezet ur film troet e Kerien gant ur skipailh tud yaouank, Michael Bernadat, Vince produer anavezet bier an Hellfest, ha... saout ti feurm Boudiguen ! Deuit da skoazell ar skipailhoù ha dreist-holl hini Michael, Suzy, Anne Gaelle, Ismaël, ... !

Voir aussi :
0  0   facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 5 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.