Deskiñ bleinañ e brezhoneg ? Un hunvre nemetken ? N'eo ket. Muioc'h-mui a grennarded vrezhonek zo ha poent eo mont war-raok war an dachenn-se evit ma c'hallint deskiñ bleinañ en

Deskiñ bleinañ e brezhoneg ? Un hunvre nemetken ? N'eo ket. Muioc'h-mui a grennarded vrezhonek zo ha poent eo mont war-raok war an dachenn-se evit ma c'hallint deskiñ bleinañ en o yezh pa vo deuet ar poent.

Ul labour brazik a chom d'ober avat : diazezañ termenoù ar bleinañ, ar panellerezh, ar surentez war an hentoù...

Emañ Ofis Publik ar Brezhoneg o vont da reiñ lañs d'ur bodad termenadurezh e framm TermBret, e greizenn dermenadurezh, evit labourat war an dachenn-se. Etre 300 ha 400 termen a vo studiet. Bezañ gouest da embann disoc'h al labour stroll-se a-benn bloaz eo ar pal.

Digor eo ar bodad d'ar vrezhonegerien dedennet gant an danvez ha prest da labourat a-stroll. Dre ar Genrouedad e vo labouret dreist-holl.

M'ho peus c'hoant da gregiñ e-barzh, kasit hoc'h anv da dTermBret eta. Un teul ennañ reolennoù-labour resis a vo kaset deoc'h.

Dedennet oc'h ? Kasit hoc'h anv a-raok ar 15 a viz Du da : termbret@ofis-bzh.org

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus