An engravadur war lino ! / La linogravure - Made e Breizh

Réalisation : Brezhoweb – 274 vues

Implijet e vez ar memes teknik evit an engravadur war lino hag evit an engravadur war koad a-benn ar fin.

Klariz 'zo bet war roudoù Jeanne Malivel !

Bet eo bet Klariz o welet Solen er Stal evit gouzout penaos ober an engravadur war lino.

C'hoant he deus bet klariz da engravañ he bizied ivez... Met n'eo ket ken aes 'vel al lino !
C'hoant he deus bet klariz da engravañ he bizied ivez... Met n'eo ket ken aes 'vel al lino ! CC-BY-SA

Entanet bras gant al labour-se o deus klasket ober un teknik evit implij daou liv.

Brav an disoc'h met ret eo bezañ resis memestra.... Ha ma n'ho peus ket graet james e c'hellit krogiñ gant ul liv hepken, kalz aesoc'h e vo. Ha diwallit d'ho pizied !

'Mod all, e c'hellit ober galetez 'mod Pondi mard oc'h troet gant ar boued kentoc'h.

Pe an daou asambles met diaes e vo chom war evezh, me 'lâr deoc'h !

Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.