« Desk / kelenn » zo ur skoazell hiniennel roet gant Kuzul-rannvro Breizh ha Kuzulioù-departamant Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan evit ar re zo e soñj mont da gelennerien zivyezhek galleg/brezhoneg

« Desk / kelenn » zo ur skoazell hiniennel roet gant Kuzul-rannvro Breizh ha Kuzulioù-departamant Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan evit ar re zo e soñj mont da gelennerien zivyezhek galleg/brezhoneg pe da gelennerien war ar brezhoneg pe ar gallaoueg. Digant Ofis Publik ar Brezhoneg e ranker goulenn an teulioù emstrivañ diwar vremañ ha dezhañ e rankont bezañ adkaset.

Desk / kelenn » a vo grataet d'ar gelennerien unyezhek o deus bet un ehan-stummañ evit mont da gelenner divyezhek ha d'ar re o deus tapet un aotreegezh pe ur Master hag a fell dezho kelenn e brezhoneg pe kelenn ar brezhoneg pe ar gallaoueg. An dud a fell dezho cheñch micher hag a zo aotreet da heuliañ ur stummadur dibaouez a c'hell lakaat o anv gant m'o deus graet o soñj dont da vezañ kelenner divyezhek pe kelenner war ar brezhoneg pe ar gallaoueg.

An dud-se a rank bezañ enskrivet en ur stummadur brezhoneg d'an daoulamm a bad 6 miz ha/pe 3 miz en unan eus ar c'hreizennoù stummañ da-heul : Kelenn, Mervent, Roudour, Skol an Emsav, Stumdi, UCO (Aradon ha Gwengamp).

Da 3.000 euro e sav sammad ar skoazell evit ar stummadurioù hir (6 miz). Gant ar Rannvro e vez roet an diforc'h zo etre ar sammad uhelañ (3.000 €) ha skoazell an departamant (Penn-ar-Bed ha Mor-Bihan) d'an degemererien.

Ma n'eus yalc'had ebet gant an departamant n'ay ket yalc'had ar Rannvro en tu-hont da 2 500 euro.

Da 1 500 euro e sav ar skoazell evit ar stummadur 3 miz.

Evit goulenn ho teuliad, trugarez da vont e darempred gant Ofis Publik ar Brezhoneg : desk@ofis-bzh.org / 02 41 54 48 35

Documents liés
  • PDF desk Source : Ofis Publik ar Brezhoneg

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus