Gelver a ra ar gevredigezh Bemdez da gemer perzh e manifestadeg An Oriant evit ar skolioù Diwan a vo disadorn, d'an 31 a viz Meurzh, plasenn ar Frankiz da 3 e. g.m. Dleout a ra an holl Vretoned hag an holl vrezhonegerien en

Gelver a ra ar gevredigezh Bemdez da gemer perzh e manifestadeg An Oriant evit ar skolioù Diwan a vo disadorn, d\'an 31 a viz Meurzh, plasenn ar Frankiz da 3 e. g.m.

Dleout a ra an holl Vretoned hag an holl vrezhonegerien en o zouez harpañ ar skolioù dre soubidigezh evit amzer-da-zont hor yezh hag hor bro.

Daoust da se ne c\'houlennomp ket-ni kemm ar Vonreizh, lakaat gwiriekaat Karta Europa, ha kaout un dezvad publik evit Diwan digant ar Stad rak ne gredomp ket e kemmo an disterañ emzalc\'h gant Bro-C\'hall e-keñver ar yezhoù hag ar sevenadurioù. Hep gortoz kement-se e c\'hall pep hini kuzuliañ betek lakaat an ensavadurioù lec\'hel da zegemer ar brezhoneg. Kerkent ha ma nac\'h kargidi, dileuridi pe dilennidi bezañs hor yezh pe hor sevenadur e Breizh, bezomp holl a-gevret a-benn o skarzhañ !

Evit Bemdez,

Amélie Le Bras.

Kevredigezh BEMDEZ

Ti ar c'hevredigezhioù

6 straed ar Govuerezh

56 000 GWENED – BREIZH – Pgz 06 11 51 43 15.

http://membres.lycos.fr/bemdez/