D'ar Sul 10 a viz Kerzu e oa bet lidet an delwenn e Ploermael, a-benn ar fin. Un nebeud tud o deus manifestet sioul. D'ar memes koulz e kinnige ar strollad a-enep delwenn Yann-Baol II un diviz en Algam a-benn kas pelloc'h o stourm evit al laikelezh.

Didrabas e oa deuet maer Ploermael, Paul Anselin (UMP), a-benn da lidañ delwenn vras Yann-Baol II d\'ar Sul 10 a viz Kerzu a-benn ar fin. War un ton bras eo bet kaset ar gouel en-dro gantañ hag e vignon Zurab Tsereteli, en deus kizellet an oberenn, ha gant bagad ar gêr, zoken. N\'int ket bet gwall zirenket gant ar vanifesterien a zo savet a-enep an delwenn-se, difennet ma oa bet oute da dostaat ouzh an darvoud. Er memes koulz e oa bet aozet un diviz en Algam, ur gêrig just e-kichen Ploermael, gant ar strollad "a-enep delwenn Yann-Baol II".

Diwar guzul fur Laurent Ruquier, animatour an abadenn "On a tout essayé" war France 2, en deus kavet gwelloc\'h Paul Anselin lidañ e zelwenn d\'an 10 a viz Kerzu kentoc\'h evit d\'an 9, deiz-ha-bloaz lezenn 1905 a zispartie an Iliz diouzh ar Stad. Ur mil a dud bennak eo, memestra, a oa en em vodet war ar blasenn nevez anvet "Plasenn Yann-Baol II" evit kemer perzh er gouel. "Fromet-bras on o welet oc\'h deuet ken niverus" emezañ dezhe ha d\'an nebeud pennoù-bras o doa asantet d\'e bedadenn, an Aotrou Centène, Eskob Gwened, Herve De Charette, Koñsul Bro-Bolonia, ha dileuridi eus meur a relijion en o zouez. "Gourc\'hemennet \'m eus an delwenn-mañ evit enoriñ ur penn-bras en Istor, bet difennet groñs gantañ Gwirioù Mab-Den hag ar peoc\'h er bed" a zispleg an Aotrou Anselin. "Meurdezus eo an oberenn. Gant al lec\'h-mañ e vo diskouezet sklaer spered kêr-Bloermael !" Goude bezañ meulet "Bro-Rusia beurbadus, rekis anezhi evit derc\'hel da gempouez ar bed" en deus klozet al lid gant ur bedenn : "Me ho ped, Tad Santel, ra vezo gwarezet ganeoc\'h Breizh ho kar..." Ha da echuiñ, a-raok dioueliañ an oberenn, gant ar frazenn a oa bet disklêriet gant Yann-Baol II pa oa bet dilennet : "Arabat deoc\'h kaout aon."

Enebourien an delwenn ne chomont ket mut Daoust d\'al lid bezañ bet sioul a-walc\'h war ar blasenn, c\'hoant \'zo deuet da lod da ziskouez n\'eo ket an holl dud a-du gant an delwenn-se, savet war ur blasenn bublik. Furlukined ar BAC (Brigade Activiste des Clowns) o deus manifestet war un ton farsus e kreiz-kêr. Un dek bennak e oant. Hogen miret \'zo bet oute da dostaat re ouzh ar blasenn nevez gant poliserien hag a oa deuet en arbenn dezhe 200 metr pelloc\'h. Deus o zu o doa kavet gwelloc\'h izili ar strollad "a-enep delwenn Yann-Baol II" aozañ un diviz e bourc\'h Algam, d\'ar memes koulz, kement ha displegañ istor an afer d\'an holl, ha da lakaat war wel "divizoù direizh ar C\'huzul-Kêr" hervez Marylène Guillaume, dileuriadez ar strollad : "War dachenn al lezennoù e fell deomp stourm. Fae a vez graet oute sklaer ha fraezh gant an aotrou maer" emezi. "Den ne c\'hell sevel monumantoù relijiel gant arc\'hant publik !" Klemm o deus savet ouzh lezioù-barn Gwened ha Roazhon. Hogen, nac\'het o deus ar re-mañ divizout war zigarez ne oa ket mallus an afer. E-sell emaint da glemm ouzh ar C\'huzul-Stad, neuze, dezhañ da reiñ e ali war emzalc\'h an div lez-varn. Ur c\'hlemm all a vo kaset da lez-varn velestradurel Roazhon gant un teuliad kreñvoc\'h ha klokoc\'h. "Betek penn e stourmimp, ken na vo doujet d\'al lezennoù laik !" a asur an itron Guillaume. Bep a lizher kelaouiñ a zo bet kaset da 577 kannad ar VodadennVroadel. "Meur a respont frealzus hon eus bet dija, a-berzh kannaded eus strolladoù disheñvel hag o deus prometet harpañ ac\'hanomp." Hag en o zouez hini an aotrou Loïc Bouvard, kannad UMP takad Ploermael. Hervezañ, "n\'eo brav e vefe dalc\'het d\'ur monumant hag a laka reuz er boblañs. Atahinerezh eo en ur mod. N\'on ket evit bezañ a-du gant an dra-se."

Tsereteli keodedour a enor D\'an derc\'hent e oa bet degemeret Zurab Tsereteli gant Paul Anselin en Ti-kêr goude bezañ badezet ar c\'hroashent-tro a vo anvet diouzh an arzour. Warnañ e vo savet un obeliskenn kizellet gant hemañ ivez. Stad ennañ en deus kemennet Paul Anselin e oa Ploarmael hiviziken unan eus ar c\'hêrioù bras o deus degemeret un oberenn gant Tsereteli, evel Moskou, Tel-Aviv pe New York. Resevet en deus ar Rusad Skoed Aour Kêr-Bloermael. "Seurt enor na vez ket graet da galz a dud, nemet d\'ar re o deus roet ur servij a-bouez d\'ar gêr. Hag ouzhpenn-se, n\'eo ket bet votet an diviz-mañ gant ar C\'huzul-kêr !" a resisa Marylène Guillaume. En e brezegenn, Zurab Tsererteli en deus graet-eñ anv eus ur gêr brav-meurbet, eus ur boblañs vadelezhus hag eus ur maer dibar. ABP/Ya !