Roland Carrée  kizeller.
Roland Carrée kizeller.

Ar gevredigezh sevenadurel « Chas Plasenn Anjela-Duval » zo gant ar c'hoant dastum arc'hant awalc'h evit dont a benn da sevel un delwenn en enor da Anjela, a vent dezhi

Ar gevredigezh sevenadurel « Chas Plasenn Anjela-Duval » zo gant ar c'hoant dastum arc'hant awalc'h evit dont a benn da sevel un delwenn en enor da Anjela, a vent dezhi war greiz plasenn ar C'houerc'had. Anjela Duval, aet d'an anaon tregont vloaz 'zo. Gant ar spi e vo brokus ha brokusoc'h c'hoazh an dud 'b'ar vro ! Rak labour ar piker mein 'zo hir-padus ha poanius awalc'h. Ret mat e vo paeañ anezhañ ! Bremañ gant ma lakao pep hini e damm, tamm ha tamm e vo kizellet Anjela en un tamm 'barzh ur maen-greun o tont eus an Uhelgoad.

Ho chekenn a zo da gas d'ar gevredigezh « Chas Plasenn Anjela-Duval », 4 plasenn Louis-Massignon, 22420 Ar C'houerc'had. (Goulennit ur guitañs evit un didennadur kemedel a 66 %).

Trugarez vras deoc'h ! Gant va gwellañ gourc'hemennoù, Anna Jaouen, sekretourez ar gevredigezh "Chas plasenn Anjela-Duval"

Al lid en enor da Anjela a vo dalc'het d'ar sul 6 a viz Du 2011, er C'houerc'had. (Anjela zo aet d'an anaon d'ar 7 a viz Du 1981).

Roland Carrée, a orin eus Loudieg, a zo ar c'hizeller.

Documents liés
  • PDF 23033_2 Kevredigezh Chas Plasenn Anjela-Duval
    Paperenn dastumadenn arc'hant evit un delwenn en enor da Anjela Duval