Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Un arsell prim eus an dek levr kentañ bet embannet gant Ar Gouloù Gwenn.
Un arsell prim eus an dek levr kentañ bet embannet gant Ar Gouloù Gwenn.
- Papier -
Dek levr nevez dindan dek miz amzer
Un ti-embann nevez eo Ar Gouloù Gwenn, hag embannet en deus dek levr abaoe miz Gwengolo tremenet.
Tepod Mab Kerlevenez Par Kannadig Imbourc'h le 13/07/19 19:29

Disklêriet e miz C'hwevrer ez-ofisiel hepken, emañ ar gelaouenn nevez Ar Gouloù Gwenn oc'h ober he zoull goustad. An trede niverenn (Mae-Mezheven) a zo deuet er-maez e-kreiz miz Mezheven, un troc'h a vo e-pad an hañv hag e adstagimp ganti evit an niverenn 4 e Gwengolo-Here.

En tu-hont d'ar gelaouenn, a glaskomp c'hoazh kenskriverien dezhi, ez eus al levrioù bet embannet dindan talbenn Ar Gouloù Gwenn : Un torkad barzhonegoù, daou gaier kanaouennoù (traoù boutin a-walc'h marteze en hor yezh nemet aze omp bet o kantren e bed tarzhus ar vrogarantez !), un arnodskrid politikel, un istor eus ar brezhoneg (unan eus ar re gentañ ha na vefe ket gallek pe saozneg ?), Sketla Segobrani adskrivet e peurunvan (tremen poent e oa !), un dielfennadenn eus ar Sketla (hon eus spi e vo deuet-mat gant al lennerien rak gwir eo n'eo ket aes bepred kompren al levr-se), ha dreist pep tra marteze levrenn gentañ mell Istor Breizh Arthur le Moyne de la Borderie, bet troet e brezhoneg gant aket Tepod Mab Kerlevenez (a glaskomp un adlenner diwezhañ evitañ - barrek hag a-youl-vat - a-raok gallout e embann foran !)

Dek levr nevez war ar marc'had ar brezhoneg eta, embannet tamm ha tamm abaoe Gwengolo tremenet. An holl levrioù-se a c'heller kavout da brenañ war lec'hienn www.lulu.com, pa glasker ar gerioù-alc'hwez-mañ : "Tepod Mab Kerlevenez" ; "Ar Gouloù Gwenn" ; "Sketla Segobrani". Lulu.com a zo ul lec'hienn digoust ma c'hall an dud embann ar pezh a reont ha gwerzhañ war-eeun d'ar brenerien, hag un niverenn ISNB a vez roet da bep oberenn evit ma vo diwallet ar gwirioù anezhi.

Ul lec'hienn internet Ar Gouloù Gwenn a zo war ar stern ivez ha drezi e c'hellimp kehentiñ gant Breizh hag ar Bed dre hor mouezh-ni, ha da adkavout warni a vo niverennoù kozh ar gelaouenn, koulz hag al levrioù embannet ganeomp.

Joa deoc'h ha ken ar c'hentañ !

Tepod Mab Kerlevenez.

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons