Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Degemer mat war stand al levrioù e brezhoneg hag e gallaoueg e Pariz
Gant plijadur e kinnigomp deoc'h dont da zizoloiñ an embann e brezhoneg e doug Saloñs al levrioù e Pariz etre ar 14 hag an 19 a viz Meurzh e Portes de Versailles. Ar stand a vo war dakad Breizh er plas S66 ha kavet e vo eno levrioù e brezhoneg
Cecilia Pierson pour Barn ha Skrid le 6/03/08 11:53

Gant plijadur e kinnigomp deoc'h dont da zizoloiñ an embann e brezhoneg e doug Saloñs al levrioù e Pariz etre ar 14 hag an 19 a viz Meurzh e Portes de Versailles. Ar stand a vo war dakad Breizh er plas S66 ha kavet e vo eno levrioù e brezhoneg hag e gallaoueg.

E-pad ar 5 devezh-se, e c'hello pep hini gwelet startijenn ha liesseurted al levrioù e brezhoneg. Kavet e vo a bep seurt, levrioù deskiñ, romantoù, levrioù evit ar vugale, bannoù treset, kelaouennoù ha ivez levrioù divyezhek.

Anne Sophie e karg eus an embann e Kuzul ar Brezhoneg (www.brezhoneg.org) a vo war al lec'h e-pad an holl amzer hag a zegemero hag a guzulio ar weladennerien e brezhoneg hag e galleg.

Ar bloaz-mañ eo Bro Israel a zo bet pedet, e skeud–se e kinnig an ti embann Barn ha Skrid al levr « Kas ha Lazh », a stroll tri skrid savet e yezh Yuzevien Reter Europa. Un danevell ha div varzhoneg hir. Kan war wallazhadeg ar bobl yuzev gant Itsc'hak Katsenelson.

Degemer e bed al levrioù e brezhoneg !

Sikouret eo ar stand gant rannvro Breizh.

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons