Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Compte rendu -
David Ar Gall ha Laurence Lavrand Priz ar Yaouankiz 6vet/5vet 2016
Evit pep hini anezho e oa ar romant kentañ evit Priz ar Yaouankiz, daoust dezho bout skrivagner abaoe pell...
Fanny Chauffin pour ABP le 21/06/16 21:10
:
Réalisation :

Evit pep hini anezho e oa ar romant kentañ evit Priz ar Yaouankiz, daoust dezho bout skrivagner abaoe pell...

David Ar Gall, "Gabriel Goubin" e anv bluenn, a zo kelenner e skolaj Diwan Gwened. Kontet en doa istor ur paotr yaouank, sot gant ar bigi, war bourzh ur vag morlaeron. Un doare "Les clients du bon chien jaune", aes da lenn ha skrivet brav e brezhoneg Gwened flour.

Gant Laurence Lavrand oa bet skrivet "Loeiza", istor ur plac'hig oc'h erruout e Mayotte, etre Madagaskar hag an Afrika. Buhez pemdez ur skolaj gall en ur vro e lec'h n'eus koulz amzer ebet hag e lec'h e vez repuidi e leiz oc'h erruout, ha mammoù trizeg bloaz...

5 skolaj ha lise o doa kemeret perzh ; Kewen, skolaj Henri Wallon Lann er ster, lise Jean Macé Lann er stêr, skolaj Diwan Gwened, Skolaj Diwan Gwiseni, lise Diwan Karaez.

Evit ar re vras, Ewen Jacq a zo bet trec'h evit an eilvet gwech gant "Beaj Lakvern" heuliet gant Jakez Erwan Mouton evit "Morgazh". E skolaj Gwened e oa bet plijet-tre ar baotred gant romant polis Jakez Erwan.

Trugarez vras d'ar gelennerien o doa lakaet ar re yaouank da lenn ha da gompren an istor. Moaien zo ivez da selaou ar romantoù, da bellgargañ, pe da selaou war eeun war bajenn keit vimp bev, o klikañ war golo al levr.

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons