Evit lidañ an afer, en deus dibabet Dastum en em liammañ gant 40 darvoud e Breizh (gouelioù, konkourioù, emgavioù...) ha lakaat war wel, a-hed ar bloaz, e rouedad dastumerien ha keñvererien. E pep

Evit lidañ an afer, en deus dibabet Dastum en em liammañ gant 40 darvoud e Breizh (gouelioù, konkourioù, emgavioù...) ha lakaat war wel, a-hed ar bloaz, e rouedad dastumerien ha keñvererien.


E pep emgav e vo diskouezet ha displeget d'an dud an doareoù nevez da selaou ouzh an dielloù, hag e vo furchet e dielloù ar vro asambles gant un dastumer pe ur prezegenner.

War roll an darvoudoù aozet ar bloaz-mañ e vo kavet ivez
  • Ur fest-noz "40 vloaz Dastum" e miz Du e Laruen, evit ma vefe degemeret ar fest-noz war rolloù an Unesco ;
  • An eil kendiviz gouestlet d'ar Glad sevenadurel Dizanvezel e Brest e miz Kerzu ;
  • Hep ankouaat ar fed a vo embannet tamm ha tamm dielloù Dastum war ar Rouedad.

Kavout a refet roll an holl darvoudoù-mañ war hol lec'hienn. Traoù zo a c'hallo cheñch hag a vo peurlipet diwezhatoc'h. Kit war hol lec'hienn neuze evit kaout keleier fresk.


http://www.dastum.net/ eus Dastum, http://www.dastum.net/FR/liens.php ereoù dreist-testenn ar rouedad Dastum ha http://www.dastum.net/_elts_dynamiques/EmailingF_1.0/20120202_lettre.html ar gelaoulizher diwezhañ.

Dastum

Dastum Bretagne 16, rue de la Santé <br>35000 Rennes <br>Tél. 02 99 30 91 00 ; Fax 02 99 30 91 11 ; Courriel : dastum at dastum.net <br>Médiathèque spécialisée : collectage, conservation, diffusion et mise en valeur du patrimoine oral et musical de Bretagne. Plus de 60 000 documents sonores inédits, 30 000 feuilles volantes de chansons et de contes, 27 000 photographies, sont à la disposition du public. <br>Maison d’édition (boutique et catalogue vpc), édition de la revue <i>Musique Bretonne</i>, annuaire des acteurs de la culture bretonne, animations, conférences, formations… En savoir plus