Put your name here

Darvoudoù erruet en devezhioù-mañ er Vro-ni
An AFB-EKB deus bodet e renerien e Pondi d'ar 1añ a viz Eost. Ur vurev startijennet a zo bet zichennet. Goude bezañ eskemmet mennozioù hag evezhiadennoù diwarbenn an darvoudoù erruet en devezhioù-mañ
Communiqué de presse de Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh

Publié le 4/08/15 20:18 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
38076_1.jpg
logo

An AFB-EKB deus bodet e renerien e Pondi d'ar 1añ a viz Eost. Ur vurev startijennet a zo bet zichennet.

Goude bezañ eskemmet mennozioù hag evezhiadennoù diwarbenn an darvoudoù erruet en devezhioù-mañ er Vro-ni, an izili o deus bet c'hoant da lavarout pegen divalo eo bet oberenn ar Strollad Sokialour evit ar Vretoned [nac'hañ ober an adunvaniezh, krizenn mantrus evit ar menajerien liammet war-eeun ouzh al linenn politikel estrenvroel divizet gant ar skipailh Hollande, domani ar mor laosket da goll, tailhoù a pep seurt o kouezhañ ken aze war chouk ar c'hlassoù-krenn hag an imbregerezhioù, kresk disehan an dilabour, bilañs divalo ar c'helennerezh (var. an deskadurezh) en Brezhoneg]. N'eus met un dra hag zo yac'h splann : an saverezh-tier war an aodoù evit an douristed. Ur skouerenn nevez-flamm : ar promoterion o lakaat o krabanoù war an domani Rimains, 'tal kichen Kankal.

Ur seblant fall ouzhpenn a zo bet roet dimp gant an disklaeriadenn ar C'huzul Stad evit enebiñ adarre ouzh Karta Europeel ar Yezhoù Bihan. Ar Stad gall a ziskouez splann he a jom daou-ha-daou gant an enebourien al liesterez yezhourel hag ar speredoù strizh. Peadra da heugiñ an Elsasiz, ar Vasked, ar Vretoned hag ar gomzerien o implij yezhoù all er Republik !

Komzet 'zo bet ivez diwarbenn an dilennadegoù rannvroel, 6 ha 13 a viz Kerzu. Ni zo kouezhet a-du evit disklaeriañ e miz Gwengolo, da geñver ur vodadeg all, peseurt joej (var. dibab) a vo graet gant an AFB-EKB.

Burev an EKB

facebook
mailbox
imprimer
logo
Sevel ur Vreizh heson, adunvanet. Reiñ lañs da emskiantekaat hevelebel.
Gwelout pennadoù all Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 7 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.