
Daoust ha disentus eo ar Vretoned ?
Abaoe miz Gwengolo e kinnig Ronan Le Coadic, kelenner emerit e Skol-veur Roazhon 2 hag enklasker kevelet ouzh CELTIC-BLM, ur podkast e div yezh, brezhoneg ha galleg, stag ouzh e lec'hienn « Soñjoù dishual ».
Eus ar Vretoned e vo komzet e studiadenn-skouer gentañ « Soñjoù dishual ». A-hed ar c'hantvedoù — adalek kronikourien ar Grennamzer betek farsadennoù Pierre Desproges, en ur dremen dre skridoù Hugo ha Balzac — zo bet savet eus ar Vretoned skeudenn ur bobl emsaverien. Start da c’houarn hag aheurtet. Diazezet eo ar skeudenn-mañ war stourmoù hag a zo bet dioute da vat. Met an istor a ziskouez e c’hell ivez ar Vretoned plegañ dirak an aotrouniezh, pa vefe o tont eus an Iliz pe eus ar Stad. Neuze, daoust hag-eñ eo ken disentus-se ar Vretoned ? Kentoc'h arlivet e vo ar respont.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !