
Fellout a ra d'ar gensavenn “Dibab-Décidez la Bretagne” trugarekaat an annezidi o deus labouret start evit gwelet ar votadegoù dont da wir en o c'humun. Dre an ober-se e kasont war-raok an demokratelezh e Breizh.
Votadegoù nevez a vo dalc'het e Saoudan (2.000 annezad, 44) ha Langoed (600 annezad, 35) d'an 8 a viz C'Hwevrer, goude bezañ aozet an hini gentañ e Sant-Widel (44) d'an 30 a viz Du 2014 (1). Mat-tre e oa bet an disoc'hoù, pa oa deuet 20 % eus ar boblañs da votiñ, hag en o zouez 75 % o sevel a-du evit adstagañ Liger-Atlantel da Vreizh. Fellout a ra d'ar gensavenn Dibab-Décidez la Bretagne trugarekaat an annezidi o deus labouret start evit gwelet ar votadegoù dont da wir en o c'humun. Dre an ober-se e kasont war-raok an demokratelezh e Breizh. Dipitet un tamm eo ar gensavenn Dibab-Décidez la Bretagne memestra pa n'eus ket muioc'h a gumunioù evit an eil koulzad-mañ. Puilh eo bet an darempredoù avat, ha dilennadegoù-departamant miz Meurzh o deus chalet lod evit mont betek penn moarvat. Ne ra forzh, dalc'het e vo votadegoù all ur wech tremenet an dilennadegoù-se. Ouzhpenn an eil koulzad votadegoù-mañ e vo dalc'het emvodoù-foran dre ar vro evit kinnig raktres Dibab-Décidez la Bretagne hag eskemm warnañ. Menegiñ hini Sant-Ervlan (44) d'an 30 a viz Genver a c'heller, ha lod all a zo war sevel. Pediñ a reomp an holl dud dedennet gant ar raktres a ginniger da grouiñ strolladoù lec'hel en o c'humun ha da vont e darempred gant ar gensavenn.Ar gensavenn Dibab-Décidez la Bretagne http://www.dibab.org/fr/ = lec'hienn Dibab
Un emvod boutin a vo dalc'het e Saoudan d'an 3 a viz C'Hevrer (8 e 30) evit kinnig ar votadeg d'an 8.
Aussi sur ABP…Réunification : Votation citoyenne à Soudan, réunion le 3 février
La campagne en faveur de la votation citoyenne à Soudan bat son plein. Une douzaine de Soudanais y participe en allant à la rencontre de leurs concitoyens. L'objectif : débattre et amener les habitants à se poser la question de leurs institutions. http://www.dibab.org/fr/actualites/communiques/les-habitants-de-soudan-appeles-a-voter-le-dimanche-8-fevrier/ de la votation : Les habitants de Soudan appelés à,voter le
Ur pennad e galisianeg diwar-benn ar votadeg-mañ : http://www.sermosgaliza.gal/articulo/internacional/estendense-consultas-populares-reunificacion-bretana/20150128134554034402.html : Esténdense as consultas populares sobre a reunificación de Bretaña Os concellos de de Saoudan e Langoed toman o relevo do referendo feito en novembro a Sant-Widel-Skovrid. A campaña impulsada por Dibab (Bretaña decide) procura que o Loira Atlántico se una co resto de Breizh. (1) Votadeg e Sant-Viaud :
,Aussi sur ABP…Saint-Viaud : Oui à 76 pour cent pour la votation citoyenne pour la réunification de la Bretagne
L'association "Dibab - décidez la Bretagne" a réussi son pari en mobilisant un peu plus de 20 % des inscrits de cette commune du pays de Retz. La première votation
etAussi sur ABP…Votation citoyenne de Saint-Viaud
Bretagne Réunie salue l\'initiative de Dibab pour l\'organisation de la votation citoyenne le dimanche 30 novembre à Saint-Viaud (commune du Pays de Retz). Le résultat de cette votation de 75% des
Aussi sur ABP…Votation de Saint-Viaud : une nouvelle démocratie pour une nouvelle Bretagne
La première votation organisée par l'association Dibab dans le pays de Retz ce dimanche 1er décembre 2014 vient d'inaugurer une nouvelle démocratie en Bretagne : la démocratie participative. C'est-à-dire une forme
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !