Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Musique -
Danyel Waro, Bernez Tangi ar Reunion ?
Lunedoù tev, blev rodellek, hir ha gwenn...
Fanny Chauffin pour ABP le 5/08/11 0:13
:
Réalisation :


Danyèl Waro

Ganet er Reunion, mab tud paour, en un ti e lec'h ne oa na dour na tredan, labouret en doa e parkeier evit dastum korz-sukr. Addizoloet gantañ gwerzioù ar vro, anvet "maloya", ur c'han hengounel goapaet, difennet, o tont eus Afrika ha Madagaskar. Mesket gant Indianed, Afrikaned ar Mozambik. Ur c'han sakr da c'hervel ar speredoù.


Barzh evel Bernez Tangi ...

Ur stourmer evit ar frankiz, evit ar c'hreoleg, evit enoriñ tud ar vro eo. Toullbac'het e Bro-C'hall pa oa deut d'ober e goñje e-pad daou vloaz, kroget en doa da skrivañ da vat. Gant un tad komunour hag a c'houlenne emrenerezh ar vro, boazet e oa da vont war-raok daoust d'an diaesterioù. Ur spered frankiz mesket gant ur sevenadur don, gwriziet er vro, e istor ar sklaved, kanet war sonerezh blues ar vro.


Hag en Oriant e vo Danyel asambles gant Titi Robin hag Erik Marchand, evit komz diwar-benn ar frankiz, an emrenerezh hag ar garantez, fin ar brezel etre an alouberien hag ar re aloubet ... dre ar sonerezh ! Met beajiñ a raio an arvesterien ivez : titl an abadenn eo "Rom, pebr ha kafe" .Bagad Karukera eus Gwadloup a vo evit al lodenn gentañ.

Met ouzhpenn touristelezh a vo graet...

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1135 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons