87 vues

Ar Feunteun enoret gant 70 den : bugale, sonerion, kanerion, tud laouen da grouiñ un abadenn nevez asambles

Brav an abadenn kaset gant skipailh Catherine : amzer vrav, bugale o kanañ sirk al loened, gwisket gant maskloù loened fablennoù ar barzh. Evel pep bloaz, e vez kanerion Pleuigner o sevel sonennoù liammet gant an tem dibabet. C'hoariva, sonnenoù, souezhadennoù oa a-hed an hent. Gourc'hemennoù d'an aozerion ha d'an 200 den o vale ganto evit ar pennad brav, fromus, ha fentus e bro an Alre !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....