D'an 2vet a viz C'hwevrer, da 6e noz, er stal-levrioù Dialogues, straed ar Siam e Brest, e vo kaoz en abadenn « A gav dit ? » eus an

D'an 2vet a viz C'hwevrer, da 6e noz, er stal-levrioù Dialogues, straed ar Siam e Brest, e vo kaoz en abadenn « A gav dit ? » eus an dilennadegoù rannvroel da zont. Pedet eo bet izili brezhoneger eus an UMP (Françoise Louarn), an Nouveau Centre (Yves Julian), ar PS (Andrew Lincoln), ar PC (Gérard Lahellec). Marteze e teuio ivez un den eus ar Modem. Ar re C'hlas, an UDB, Strollad Breizh hag al listenn « Nous te ferons Bretagne » a vo pedet d'an 2vet a viz Meurzh. Met, evel just, eo pep « Cafe Breton » digor d'an holl vrezhonegerien, ha pa vefe e miz C'hwevrer…

Deuit e-leizh ! Tomm e vo marteze ! E brezhoneg penn da benn !

Michel Treguer

Michel Treguer est l'animateur bretonnant des rencontres “Café breton” qui se déroulent à la Librairie Dialogues de Brest. <br>Forum Roull<br>29200 Brest <br>Tel : 02 98 44 88 68. Site de la Librairie : http://www.librairiedialogues.fr/ En savoir plus