Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
photo
- Présentation de livre -
Da rakprenañ: Geriadur ar brederouriezh, gant Tudual Kalvez
Ar geriadur-mañ a c'hallo servij d'al liseidi er c'hlasoù termen, koulz ar c'hallegerien ha koulz ar reoù zivyezhek galleg-brezhoneg, d'ar studierien ha da gement hini a skriv hag a soñj
Par Cecilia Pierson pour Kuzul ar Brezhoneg le 15/07/10 13:56

Ar geriadur-mañ a c'hallo servij d'al liseidi er c'hlasoù termen, koulz ar c'hallegerien ha koulz ar reoù zivyezhek galleg-brezhoneg, d'ar studierien ha da gement hini a skriv hag a soñj e brezhoneg. Div lodenn a ya da ober ar geriadur : el lodenn gentañ ez eus 2 841 termen galleg diwar-benn ar brederouriezh hag ar skiantoù displeget, ha kinniget o zroidigezh alamaneg, saozneg, italianeg ha brezhoneg. Pep termen a gaver e frazennoù da c'houzout penaos ober gante. En eil lodenn ez eus ur c'heriaoueg brezhoneg-galleg, 4 954 ger enni o taveiñ d'an displegadennoù roet el lodenn gentañ.

An aozer, Tugdual Kalvez, zo bet kelenner prederouriezh el liseoù ha kelenner psikopedagogiezh e Skolioù Normal Gwened. Kelennet en devoa ivez brezhoneg d'an danvez skolaerien.

Priz rakprenañ: 18,50 € (kuit a vizoù kas) - Priz da dalvezout betek an 20 a viz Eost 2010

14,8 x 21 cm - 568 pajenn - Skigner: TIR

ISBN 978-2-917681-08-4

Mont da welout war al lec'hienn : www.brezhoneg.org, lodenn "keleier ha kemennadennoù"

Kuzul ar Brezhoneg

14 Louzaouenn-an-Hañv

22300 Lannuon

0296480300

Document PDF Rakprenañ : geriadur ar brederouriezh. Source :
Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 7) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons