Beilhadeg kontet e brezhoneg
Beilhadeg kontet e brezhoneg © autre

Ar gwener 8, da 8e30 gm : « Beilhadeg kontet e Breizh » Deuit da vevañ un nozvezh goañv gant ar veilhadeg kontet e brezhoneg. Posubl eo d'an holl da

Ar gwener 8, da 8e30 gm : « Beilhadeg kontet e Breizh »

Deuit da vevañ un nozvezh goañv gant ar veilhadeg kontet e brezhoneg. Posubl eo d'an holl da gemer perzh ar veilhadeg : konterien, sonerien, kanerien, arzourien kadarnaet pe arzourien evit an noz, tud a blij dezho ar marvailhoù… Aozet eo ur veilhadeg gant dika daka, Kentelioù an Noz, Skol an Emsav hag Yezhoù ha Sevenadur.

An nozvez-se a vo kinniget d'ar gwener 8 a viz Du da 8e30 gk/noz er gKreizenn Sevenadur Breizhek Yezhoù ha Sevenadur e 13 straed ar Breolimer e Sant-Ervlan. Titouroù : 02.40.85.27.22 – yezhou44@yahoo.fr

N'eo ket ret lakaat ho anv, digoust ha digor d'an holl. Beilhadegoù kontet e Breizh a zo kevreet dre Skol-Uhel Ar Vro.

Deuit niverus da dremen un nozvezh plijus !

Ar sadorn 9, da 10e : "Bodad-lenn"

Bodad-lenn e brezhoneg evit al levrioù "Kergelenn" gant Hervé Gouedard ha "Boned glas ar Pagan" gant Goulc'han Kervella.

E c'hKDSK a vo an emgav.

Titouroù hag enskrivadurioù : Kentelioù an Noz : 02 40 20 39 74 - kenteliouannoz@gmail.com - http://www.breton-nantes.org

Ar sadorn 9, da 10e : "Emgav Aktourien Sevenadur Breizh"

An Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel a ginnig deoc'h un emgav e galleg diwar-benn sevenadur Breizh an departament. C'hoant he defe e kejfe aktourien sevenadur Breizh etrezo evit en em anavezout hag eskemm war ho plas e diorren ha bruderezh ar sevenadur-mañ.

Digoust eo. Titouroù : 02 51 84 16 07 – acbml@free.fr - http://www.acb44.com

Ar sadorn 9, da kreisteiz : Digorlid diskouezadeg Anne Floc'h

Yezhoù ha Sevenadur a ginnig d'an arzourez Anne Floc'h e mogerioù. Ganet e-touez ur familh arzourien, livourez abaoe

he oad bihanañ, awenet eo bet e-barzh he gwriziennoù breizhek. Sebezet o vioc'h gant he livadennoù !

An diskouezadeg a vo kinniget eus ar sadorn 9 a viz Du betek ar sadorn 21 a viz Kerzu. Eurvezhioù : deus al lun betek ar gwener

etre 10e ha kreisteiz ha etre 2e gm ha 6e gm; ar sadorn etre 10e ha 1e gm. Digoust eo mont 'barzh an digorlid hag an diskouezadeg.

Titouroù : 02 40 85 27 22 - yezhou44@yahoo.fr

E brezhoneg pe e galleg, kalz a tro a vo da gejañ en deizioù o tont…

Yezhoù ha Sevenadur

Situé à Saint-Herblain, le Centre Culturel Breton Yezhoù ha Sevenadur est un lieu d'accueil et de développement de la culture bretonne en Loire-Atlantique. L'association Yezhoù ha Sevenadur (Langues et Culture) fédère des acteurs culturels autour de ce site pouvant recevoir des activités ponctuelles ou régulières avec des possibilités d'hébergement.

Quatre associations culturelles bretonnes s'y sont installées :
–- Le KDSK, médiathèque celtique ;
–- Kentelioù An Noz, cours de breton et activités ludiques en langue bretonne ;
–- Skolaj Diwan Liger-Atlantel, le Collège Diwan de Loire-Atlantique ;
- Skol an Emsav, formations longues pour adultes en langue bretonne.

Centre Culturel Breton Yezhoù ha Sevenadur
13 rue du Rémouleur à Saint-Herblain
02.40.85.27.22 - yezhou44@gmail.com