Bezomp niverus e Naoned d\'ar sadorn 31/01 adaled 2 eur abardaez ! Kengred & adunvanidigezh !
Bezomp niverus e Naoned d\'ar sadorn 31/01 adaled 2 eur abardaez ! Kengred & adunvanidigezh !

D'an 31 a viz Genver : lorc'h ennomp bezañ Bretone(ze)d ! Emgav dirak an ti-post e Naoned ! Pa kadarn an Aotrou Amiard, renner ar Post e “Kornog Breizh”, ne

D'an 31 a viz Genver : lorc'h ennomp bezañ Bretone(ze)d ! Emgav dirak an ti-post e Naoned ! Pa kadarn an Aotrou Amiard, renner ar Post e “Kornog Breizh”, ne dalv netra hor yezh evit ar servijoù melestradurel gall, en ur c'houlenn d'an aotrouien hag itronezed-maer skarzhañ anezhi er-maez eus o c'humunioù ablamour da gudennoù teknikel a vefe sañset bezañ deusouto eo poent bras deomp en em vodañ ha lavaret en-dro hon eus gwirioù ! Ha da gentañ komz hor yezh e pep degouezh hor buhez. Ar gwir hon eus ivez da vevañ en ur vro unanet, hep diforc'h statud etre ar Vretoned, ma vefent eus bro-Naoned pe eus peurrest Breizh. Prouet eo bet ganeomp e kase gantañ disparti hor bro diforc'hioù da-geñver ar re a zo o chom e Liger-Atlantel, ha da skouer a-berzh Kuzul Rannvro Pays de la Loire®. Ar memes Kuzul Rannvro a vez kaset gantañ da sutal c'hoant ar Vretoned da vezañ adunvaniet hag a zo bet goulennet meur a wezh (sontadegoù, manifestadegoù, hkz…). Ar stad enepdemokratel-se an hini eo en deus kaset 6 breton, etre 18 ha 23 bloaz anezho, da gas 40 eurvezh miret gant ar polis, furchet ti o zud ha da vezañ kaset dirak lez-varn Naoned d'an 12 a viz C'Hwevrer a zeu evit ur gondaonidigezh a c 'hellfe pignat betek tri bloavezh toull-bac'h ha miliadoù a euroioù kastiz. Ha nemetken evit bezañ bet o livañ mogerioù savadur ar C'Huzul-Rannvro gant koaltar a-benn diskouez e nac'haent ar velestradurezh aenepdemokratel-se.
Ablamour d'an holl abegoù-mañ eo poent manifestiñ d'ar sadorn 31 a viz Genver e Naoned : — Evit skoazelliñ ar 6 den a vo barniet a-benn nebeut hag evit diskouez e nac'haomp ar waskadurezh kenaozet gant ar polis gall hag ar rannvro PdL® ! Koalterien a-youl-vat an holl ac'hanomp ! — Evit ma vefe adunvaniet Breizh ! 44=BZH ! — Evit ma vefe skarzhet tud evel an Ao. Amiard eus pep melestradurezh gall e Breizh. Brezhoneg ofisiel e pep lec'h !
Meur a strollad o doa embannet dija e oant a-gevred gant ar 6 den yaouank a vo barniet : — Les Alternatifs de Bretagne ; — Conceju-CNC (gauche cantabriste) ; — Coordination Bretagne Indépendante et Libertaire ; — EKB-AFB Alliance Fédéraliste Bretonne ; — Emgann-Mouvement de la Gauche Indépendantiste ; — LBDH Ligue Bretonne des Droits de l\'Homme ; — Parti Breton ; — SLB Syndicat des Travailleurs de Bretagne ; — The Celtic League ; — UDB Union Démocratique Bretonne ; — Bemdez...