Pennad-Stur an Ti-Kêr : AR BREZHONEG LIESLIV, PINVIDIGEZH UR VRO ! 10 vloaz dija ! Degouezh ar Redadeg e Plougerne : warlec'h bezañ treuzet Breizh, a vro da vro, deuit da heuliañ ar vazh-eilañ kaset a zorn da zorn, a rummad da rummad, arouez ar brezhoneg liesliv ha bev. Tud a youl-vad, skolioù, kevredigezhioù, kenwerzhourien, skipailhoù an ti-kêr, a labour a-gevred evit aozañ an degemer evit gouel « Brezhoneg ha Plijadur » ! Ur blijadur eo evidomp, da ginnig deoc
Pennad-Stur an Ti-Kêr :
AR BREZHONEG LIESLIV, PINVIDIGEZH UR VRO !
10 vloaz dija !
Degouezh ar Redadeg e Plougerne : warlec'h bezañ treuzet Breizh, a vro da vro, deuit da heuliañ ar vazh-eilañ kaset a zorn da zorn, a rummad da rummad, arouez ar brezhoneg liesliv ha bev.
Tud a youl-vad, skolioù, kevredigezhioù, kenwerzhourien, skipailhoù an ti-kêr, a labour a-gevred evit aozañ an degemer evit gouel « Brezhoneg ha Plijadur » !
Ur blijadur eo evidomp, da ginnig deoc'h ur gouel a-feson, lec'h ‘vo kavet gant pep-hini ar blijadur da vevañ asambles ur prantad leun a startijenn gant sonerezh, dañs ha sport ha brezhoneg en hor begoù !
Yannig Robin,
Maer Plougerne
Philippe Cariou,
Eil-Vaer e karg eus ar sevenadur hag an amzer vak
Cécile Trividic,
Kuzulierez-kêr e karg eus ar brezhoneg
******************************************************************************
Programm an devezh :
REDOMP A-STROLLi !
30 kilometr a vo da redek war gumun Plougerne etre kreisteiz ha 4 eur.
Kemerit perzh : pep hini a c'hell redek, 100 metrad, 1 c'hilometr, 30 kilometr. Meur a lec'h a vo evit stagañ ouzh ar Redadeg.

POL JEAN TANGI
> Etre 1 eur ha 6 eur hanter gm, digoust
Gouel ar c'hoarioù a zo deuet da vezañ un devezh gortozet gant an holl ! Ar c'hevredigezhioù, Bod ar re yaouank ha Ti-kêr Plougerne a labour a-gevret evit reiñ d'ar re yaouank ha d'ar re gozh ar blijadur da c'hoari asambles.
Evit an holl
1e - 6e
Dremmlivañ | Bod ar re yaouank
Moger grapañ | « Rêves de mer »
1e30 - 5e30
Arzoù ar sirk | « Piste des légendes »
1e - 6e30
Frammoù c'hwezh | Anim Fun
C'hoarioù a-stroll | Ti Ludo
C'hoarioù-video | Bod ar re yaouank
1e30 - 6e30
Un tañva d'ar gouren | Skolioù gouren Bro Leon
C'hoarioù kozh | C'hoarioù kilhoù
2e - 6e30
Domino | EHPAD an aberioù
Peadra da zebriñ | Bod ar re yaouank

PLASENN EUROPA
2e - 2e15 gm : ROUND PAGAN AR VUGALE - 2 ganaouenn a-stroll : « Madig » ha « Rigordennig », dañsoù ha kanaouennoù gant ar skolidi ha Jakez ar Borgn.
2e15 - 3e gm : JAKEZ AR BORGN - Kaner, soner ha furlukin, Jakez ar Borgn a ginnigo kanaouennoù evit ar vugale, bihan ha bras.
Tonioù lusk-dilusk ha startijenn e-leizh !
3e - 3e15 gm : ROUNDBA SALSARDIN - Dañs a-stroll, mod « zumbavotte » evit ar re vihan hag ar re gozh, dañsit evel ar penn-dañser a zo war al leurenn !
4e - 5e gm : DEGEMER AR REDADEG 2018
Binvioù tos gant Sonerion 29, roet e vo ar vazh-test ha lennet ar gemennadenn guzh. Prezegennoù..
5e - 5e15 gm : SONADEG BAGADOÙ AR VRO
Bro an Aberioù, Gwiseni, An Eor Du...
5e30 - 7e30 gm :STAL SIRK GANT SKOL ARZOÙ AR SIRK
Un tañva eus arzoù ar sirk war blasenn an iliz.
5e30- 6e30 gm : ABADENN « DUO DU BAS »
2 blac'h, 2 vouezh, unan eus Breizh eben eus Bro Euskadi. Pep kanaouenn a gont un istor. Deuit da veajiñ gant un abadenn liesliv
7e- 11e : LEURENN DIGOR...Souezhadennoù e-leizh !
POL ARMORICA
Stalioù kan ha dañs
8e - 8e10 noz - Round Ar Vro Bagan
8e10 - 8e20 noz - Round Pagan ar vugale
8e20 - 8e30 noz - Round Pagan 100 a gan
Leurenn 1 : kreizenn Armorica
> 8e30 noz - 2e30 vintin | 2€ - digoust evit ar vugale (-12 vloaz)
Kreiz Breizh Akademi (KBA)
Fest noz : Startijenn, Hiks, Tchikidi he Teir
Leurenn 2 : Plasenn ar C'houldri
9e- hanternoz | Digoust
Loig Troël
Krissmenn & Alem
Groove boys


Plus d'info : cliquez sur le plan pour télécharger le programme de l'arrivée
Ce communiqué est paru sur Ar redadeg https://www.ar-redadeg.bzh
Ar Redadeg symbolise la transmission de la langue bretonne à travers les générations et les territoires tout en collectant des fonds pour favoriser la pratique du breton dans la vie sociale et familiale.
Née en 2088, la Redadeg a lieu tous les deux ans, la 3e édition était en mai 2012, de Brest à Douarnenez
Des milliers de personnes courent nuit et jour, en relais, à chaque kilomètre sur 1500kms et sur les 5 départements bretons.
Le témoin, symbole de la langue bretonne, transporte un message gardé secret, il passe de main en main et est lu à l'arrivée.
C'est un événement à la fois solidaire, sportif, culturel, familial, populaire et festif. Un événement à fort impact médiatique, économique et culturel.
En 2014 il est prévu de courir entre le samedi 24 mai et le samed



Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !